Pufoù dienn Chantilly gant krakilinennoù

gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 4 den

Toaz pufoù
100g bleud T 45 pe 55
1 meudad holen
3 vi
4g sukr
67g amann
17cl dour yen

Krakilinennoù evit 26 puff bihan
70g amann
85g sukr
100g bleud T 45 pe 55

  1. Meskañ an holl aozennoù ha ledañ an toaz-mañ war ur follenn paper parch.
  2. Lakaat er yenerezh e-pad 15 munut, didroc’hañ kelc’hioù a vo lakaet war ar pufoù

Dienn Chantilly gant mascarpone
20cl dienn fresk
50g sukr
1 loaiad vihan a vanilha
50g Mascarpone

Aozañ

Ar pufoù

  1. Tommañ an dour gant an amann en ur gastelodenn betek ar berv kentañ.
  2. Ouzhpennañ ar bleud gant ar sukr en un taol.
  3. Meskañ gant ur spanell gant nerzh betek ma tistago an toaz eus ar gastelodenn.
  4. Lakaat distanañ un tamm ha lakaat ar vioù, unan-hag-unan.
  5. Lakaat an toaz e-barzh ur sac’h envez.
  6. Pladañ ar pufoù war ur blakenn gant ur follenn paper parc’h, lakaat ar c’helc’hioù krakilinenn warno.
  7. Poazhañ er forn 180°C e-pad 30mn.

Ar Chantilly

  1. Basañ an dienn gant ar vanilha, ar sukr hag ar mascarpone

Savadenn ar pufoù

  1. Digoriñ anezho gant ur gontell.
  2. Leuniañ gant an dienn.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù