Hunvre kaer un enez

Tan ha distan, 180p., 10€.
Gant Paol ar Meur, emb. Mouladurioù Hor Yezh, 2024

gant Tangi Legavre

Enez ar rod, enez an doktor Moreau, enez an tregont arched, enez an teñzorioù. Plijet eo ar skrivagnerien gant tem an enez. Ul lec’h klok eo, difennet gant ar mor evel ur c’hastell gant e ramparzhioù. Ennañ e c’hell an arzour reiñ brid d’e awen. Pell diouzh reolennoù strizh ar gwirheñvelded e tiwan istorioù dic’hortoz war an douaroù kelc’hiet gant ar mor. Faltazi Paol ar Meur he deus roet buhez d’un enez (Tan ha Distan – Mouladurioù Hor Yezh) e norzh ar Meurvor Habask, hag a rofe bod d’ur bagad Bretoned, kaset da drevadenniñ un douar nevez e dibenn an XVIIIvet kantved. Disoñjet gant an holl, kaset ha degaset eus ur vro d’ eben diouzh taolioù diskiant an istor, o deus dalc’het bev an annezidi  un teñzor, o yezh, treuzkaset a remziad da remziad. Arabat gortoz ur preder war stad ar brezhoneg er gontadenn-se. N’eo ket he fal. Ret eo d’al lennerien lakaat an tudennoù da vevañ en ur gevredigezh ez eo ar brezhoneg he yezh pemdeziek. Ar striv-se a zo bet goulennet ivez gant Herve Seubil gKernaudour en e levr Dindan pavezioù Gwengamp. Diaes da vont tre, diaes da vont er-maez, an douar kollet er mor a zeu da vezañ ul leurenn c’hoariva evit displeg daou istor a vesk an holl aozennoù ret : kasoni, relijion, trouzoù, komzoù dihegar, sekredoù, munudoù ar vuhez ordinal o kejañ gant reveulzioù an istor bras. Marteze ez eus re a dudennoù a eil renk o pourmen o c’halite war gwenodennoù an enez ? Mat eo en em lezel da vont ha heuliañ red an darvoudoù hep bezañ sur eo X kenderv kuzh Y. Fentus eo ar bajenn Wikipedia faos a ginnig elfennoù istorel ha douaroniel diwar-benn un enez n’eus ket anezhi. Div lodenn a ya d’ober Tan ha Distan. Ur romant all (Sekred ar Menez-tan – Keit Vimp Bev), embannet e 2022, a zo lodenn gentañ ar stirad. N’eo ket ret mont gant urzh an embann evit priziañ pep lodenn. Ar pep pouezusañ a zo kavout ul lestr prest da sevel e eor ha skeiñ war-zu enez ar vrezhonegerien. War-zu an amzer-dremenet ? War-zu an dazont ?

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù