En tu all d’ar melezour

Skeudennoù hor melezour, 236p., 29€.
Gant Samuel Julien, emb. Levr an Arzhez, 2025

gant Tangi Legavre

Alies e vez mall war genskriverien Bremañ echuiñ o fennadoù rak ur glaoustre eo embann ar gelaouenn e koulz. Kemeret en deus Samuel Julien muioc’h a amzer evit dastum ar pennadoù en deus skrivet evit Bremañ abaoe bloavezhioù. Pediñ a ra al lennerien hag al lennerezed da deurel ur c’hilsellad war an dodennoù burutellet a-hed an niverennoù ha da wiriekaat hag o deus troet an traoù war an tu mat pe war an tu fall. Prantad ar bilañs eo evit ar pennadoù a denn d’ar politikerezhioù yezh. Hag ez eus bet gwelet araokadennoù ? Raktresoù all zo bet dilezet ? Renablet eo an testennoù en un daolenn diouzh an danvez hag en ur gartenn diouzh al lec’hioù. Awenet e vez ar skrivagner gant ar gened dic’hortoz pa vez o veajiñ e broioù bihan Europa ar Reter, pa vez o vale e Breizh.  Setu perak eo ken niverus ha pouezus ar skeudennoù a ro un tu denel da bep studiadenn. Tennañ a rafe splet al liseidi eus al levr-se. Ober a rafent ur veaj en Europa, hejet-dihejet etre an amzer a vremañ hag an amzer-dremenet. Ne fell ket da Samuel Julien reiñ ur gentel bennak. Digor eo dibenn e bennadoù da gement preder zo ha pep hini a c’hell ober e soñj goude bezañ pouezet an titouroù lakaet war wel. E-kreiz ar c’hudennadurioù emañ doareoù-treuzkas ar glad hag ar sevenadur. Broioù zo a ra o seizh gwellañ evit derc’hel bev un hêrezh a zo a bouez dezho rak deuet int da vezañ emren en-dro n’eus ket pell zo er bloavezhioù 90. Dedennus eo priziañ efedusted an taolioù-intrudu o tiwanañ er c’hevredigezhioù-se hep souten an aozadurioù ofisiel. Arbennik ha resis-tre eo ar pennadoù peogwir e tielfenn Samuel Julien dodennoù anavezet-mat gantañ : broioù bihan Europa ar Reter, ar c’hleweled, lec’hioù damanavezet e Breizh. Sevel a ra c’hoant el lennerien hag el lennerezed gouzout muioc’h diwar-benn an dodenn displeget. Evit tennañ splet eus an dastumad pennadoù eo gwelloc’h chom hep derc’hel kont betek re eus an urzh kinniget gant an daolenn. Plijus eo follennata al levr ha tremen eus Sant-Maloù-Fili da Skopje e Makedonia, eus menec’h ar Grennamzer da Aleksandr Veur. Pa sell ar beajour ouzh ar bed dre ur melezour, feal ha didro, e tiskoach kened an traoù munut koulz hag hini ar re vras.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù