Gwalarn, 100 vloaz / 100 ans danevelloù, 226p., 13€.
SKRIV!, emb. Al Liamm, 2025
gant Tangi Legavre
Ar wezenn, treset ouzh golo an dastumad danevelloù embannet gant Al Liamm evit 100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn, a zo kenkoulz hag ur brezegenn evit diskouez pegen bras eo bet levezon al luskad Gwalarn. En em ginnig a ra izili al luskad evel ur vandennad mignoned, prest da c’hoarzhin bewech ma vez tu, laouen oc’h d’ober goap ouzh o enebourien (« An den a oar brezhoneg »). Emeur tost ouzh ar surrealouriezh pa heulier dibunadeg ar jeneral Kerangwenn e Lannevern. Bev eo ar re varv ha n’int ket laouen o vezañ kaset d’ar vered. Lijer ha trouzus eo an aergelc’h e-barzh karr an Ankoù pa vez Jakez Konan o terc’hel rañjenn ar jav. Gellout a reer rebechiñ dezho reiñ ur skeudenn fall eus ar maouezed. Pa vezent meneget e vezont vil, drouk, inosant. Kant vloaz zo e oa bet skrivet an testennoù-se. Savet e oant bet en ur gevredigezh ne roe ket ur plas dereat d’ar maouezed. Er c’hontrol, e oar Meavenn teurel ur sell kizidik warno (« Merc’hed Brest »). An destenn, e stumm ur brezegenn, a ro da gompren pegen kriz eo bet o buhez ha bras an dismegañs warno. Rouez eo an dibab graet gant Al Liamm. Kinniget e vez an danevelloù en ur stumm divyezhek. Displegañ a ra Kristian Braz ha Fulup Lannuzel, en o raklavar, perak eo dedennus treiñ an testennoù-se e galleg : sachañ evezh ar re yaouank war binvidigezh al lennegezh vrezhonek, bezañ anavezet en estrenvro… Ur goulenn zo. Hag e vo lennet an destenn e galleg gant ar skolidi da gentañ, hep klask kompren o stumm orin e brezhoneg ? Diaes eo meizañ petra zo modern ha petra zo klasel, eme Erwan Hupel en e rakskrid. Disheñvel eo ar rakvarnioù diouzh ar mareoù. Tud zo a lavar eo re glasel ar yezh implijet gant izili Gwalarn daoust m’ eo aes da lenn an danevelloù-se ha bev o brezhoneg. Gwir eo emañ neuz kontadennoù hengounel war danevelloù zo, met ur preder donoc’h o deus lakaet ar skrivagnerien enno. Gellout a reer kaout spi o devo c’hoant ar re yaouank da dañva dibarded ar stil ha puilhentez an danvez o deus gouiet Gwalarniz lakaat en o oberennoù all. Mat eo da bep remziad derc’hel soñj e c’hweze un avel greñv war al lennegezh vrezhonek etre 1925 ha 1944. Gwelloc’h e vefe lakaat o herêzh da vleuniañ ha kemer harp warno evit toullañ hentoù nevez.



