Avel a-benn

Ar vastardez, 190p.
Gant Yann-Vadezour Lagadeg, emb. Emgleo Breizh, 1992.

gant Tangi Legavre

Bras eo diorren al levrioù klevet. Deuet int da vezañ diouzh ar c’hiz peogwir e c’heller selaou anezho en ur ober un dra bennak all. Plijus-kenañ eo ar podskignad « Ar vastardez » rak ul labour a vicher zo bet sevenet gant ar gevredigezh Heklev (ur raktres arc’hantaouet gant Ar Redadeg). Estreget ul lennerez eo Gwenn an Dreo, ur gwir aktourez ne lavaran ket. Reiñ a ra buhez d’an destenn gant ur benveg hepken, he mouezh. Boemus eo selaou anezhi o kanañ an nebeud gwerzioù ebarzhet e romant Yann-Ber Lagadec. E Bro-Leon e c’hoarvez an istor, savet diwar fedoù gwir. Kaout darempredoù rev, e-maez an dimeziñ, zo ur pec’hed. Daoust d’ar rakvarn-se eo bet ganet Anjela, plac’hig ar garantez. Desavet eo gant he mamm Ivona hag he faeron Dominig rak marvet eo Felix, he zad, en estrenvro. Skarzhet eus an tiegezh, dismegañset gant tud zo, e kompren buan Anjela eo ret dezhi stourm evit sevel un dazont dezhi ha bezañ, estreget ur vastardez, ur vaouez dieub. Drezi e c’heller meizañ emdroadur statud ar maouezed er gevredigezh. Piv en dije kredet e teuje an emzivadez dismegañset da vezañ maerez Brignogan ? Kadarn he youl, mennet da zeskiñ mod pe vod, e tiskouez n’eo ket tonket ur blanedenn da viken. Diaes eo pep pazenn peogwir e vez serret an dorioù dezhi. A-hed he buhez he deus klasket Anjela dasprenañ pec’hed he mamm, ma’z eus unan. Pounner eo pouez ar relijion. An hini ne fell ket dezhañ sentiñ ouzh reolennoù strizh ar gumuniezh a vez lakaet a-gostez. Gwaskus eo an aergelc’h rak sellet e vez pizh ouzh buhez pep hini. Un diforc’h zo etre ar maezioù hag an aodoù. Digoroc’h e seblant bezañ spered annezidi an aodoù rak brasoc’h eo an eskemmoù dre ar porzhioù. Un doare-skrivañ kizidik zo gant Yann-Ber Lagadec, tost d’al lavar a veze klevet er maezioù. Ur yezh eus ar gwellañ, flour, a c’heller tañva hep sikour ur geriadur. Berr eo ar romant rak kalz darvoudoù zo meneget. Gellet en dije ar skrivagner astenn o dezrevell ha mont donoc’h e personelezh e dudennoù. Mat e vije bet livañ anezho en un doare soutiloc’h. Re vanikean int. Ur skoilh eo evit kregiñ da vat en istor. Dedennus e vije bet reiñ ur plas brasoc’h da varv Felix, kouezhet e Maroko evel kalz soudarded all. Un arouez eo an tad yaouank eus gwask ar Stad-C’hall war ar Vretoned. 

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù