Dañsomp er c’hoadoù…

Ar bleiz droch livet en glas, 36p, 13€
Fall an traoù gant ar bleiz droch, 36p, 12€
Skrivet gant Gilles Bizouerne, skeudennaouet gant Ronan Badel ha troet gant Marc Kerrain,
emb. Sav-Heol, 2022-2023

gant Tangi Legavre

Troioù-kamm Renart al louarn hag e vignon Ysengrin ar bleiz o deus kavet o flas e kontadennoù ar Grennamzer. Tra ma’z eo al louarn ul loen fin ez eo taolennet ar bleiz evel ul loen lent, aes da douellañ. Ned a ket gwelloc’h an traoù gantañ er bannoù-treset « Ar bleiz droch livet e glas » embannet gant Sav-Heol. Heuliañ a reer strivoù difrouezh ur bleiz marnaoniet a zo kouezhet en ur pod liv glas. N’eo ket diouzh ar c’hiz mont da chaseal gant ur blevad ken dic’hortoz. Annezidi ar c’hoad a ra goap outañ. Petra gwashoc’h a c’hellfe c’hoarvezout dezhañ ar wech da zont ? Dont da vezañ vegan ? Ar pennad-se a gemer e blas en ur stirad hag a vod avanturioù all ar bleiz imobil. Ar vugale koulz hag an oadourien a gavo o flijadur en albom-mañ dre galite e dresadennoù ha dre fent e zivizoù. Ur prof a-zoare evit mont pelloc’h gant ar brezhoneg.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù