Etre ar mor hag ar c’hoad

gant Patricia Pastrana-Le Gall
Evit 4 den

400 g tanavennoù levneg du
8 tanavenn chorizo dous pe brout
2 gakienn azv
1 hanter achenn-rabez
100 ml laezh
50 g amanenn sall
Pebr hag holen

  1. Troc’hit an achenn-rabez ha poazhit e-barzh ur gastelodennad dour sall tomm.
  2. Flastrit anezhi d’ober yod.
  3. Poazhit ar pesk ouzh ar vurezh, fritit anezhañ gant ul loaiad eoul olivez hag ar chorizo.
  4. Frikit bouedenn an div gakienn.
  5. Lakait div danavenn besk ha chorizo e pep asied, ouzhpennit div loaiad vras yod ach-rabez ha goloit gant ar soubilh kaki.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù