Toaz feilhennet prim ha dillo : stered ha palmez

gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 40 tamm

Distremp
225 g bleud T 55
35 g amanenn teuzet ha yen
110 ml dour yen
8 g holen

Amannenn meret
225 g amanenn
75 g bleud T 55

  1. Fardit an distremp dre meskañ ar bleud, an amanenn troc’het munut, an holen hag an dour yen
    tamm-ha-tamm. Diwallit na zeufe an toaz da vezañ pegus.
  2. Pladit an toaz e stumm ur skouergorneg ha lakait 30 munutenn er yenerez en ur paper parch.
  3. Fardit an amanenn meret dre veskañ an amanenn hag ar bleud, pladit anezhañ e stumm ur
    skouergorneg brasoc’h eget an distremp, lakait 30 munutenn er yenerez.
  4. Ledit an distremp ha lakait an hirgarrezenn amanenn meret warnañ.
  5. Triflegit ur wech, pladit, triflegit div wech, pladit, triflegit teir gwech, lakait er yenerez e-pad un eur.
  6. Rannit an toaz etre daou ha didroc’hit ar stered.
  7. Ledit al lodenn all ha ruilhit anezhi tu pe du er sukr poultr, didroc’hit tammoù palmez enni.
  8. Poazhit er forn (180°C) e-pad 10 pe 12 munutenn.
  9. Servijit gant un evaj tomm pe ur gibad dienn skorn.
Pennad a-raok
Pennad a-heul

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù