Gwastell gakao skañvgant spoum chokolad

gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 40 tamm

200g chokolad du teuzet
20cl dienn fresk baset
200g bleud 45 pe 55
80g sukr
1/2 sac’hadig goell kimiek
4 vi
50g kakao c’hwerv
100ml laezh

  1. Teuziñ ar chokolad en dourgib, lakaat a-gostez an hanter eus ar chokolad.
  2. Basañ an dienn, meskañ gant an hanter eus ar chokolad teuz, lakaat er yenerez.
  3. Lakaat ar melen-vi en ur saladennouer gant ar sukr, al laezh hag ar goell kimiek.
  4. Meskañ mat hag ouzhpennañ ar bleud.
  5. Basañ ar gwenn-vi en erc’h ha meskañ goustadik gant ar meskad all.
  6. Poazhañ er forn da 180°C e-pad 30 pe 35 munutenn.
  7. Troc’hañ e daou, leuniañ gant ar spoum chokolad ha goleiñ ar wastell gant
  8. ar peurrest eus ar chokolad.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù