Enez ar Gerveur, 166p, 12€
Gant Herve Gouedard, emb. Al Liamm, 2023
gant Tangi Legavre
Belle-Île-en-Mer, Marie Galante, Saint Vincent. Ra vezo trugarekaet Alain Souchon ha Laurent Voulzy evit bezañ meneget Enez-ar-Gerveur e-touez an enezennoù kaerañ eus ar bed. Evelkent eo gwelloc’h lenn levr Herve Gouedard (Enez-ar-Gerveur, un damsell istorel – Al Liamm) evit ober anaoudegezh gant un enezenn a zo bras he brud ha dianav hec’h istor. A-drek skeudenn direbech ar gartenn-bost ez eus un ekoreizhiad a ro bod da veur a spesad plant ha loened war an douar, war an aod hag er mor. Ur bleustradeg kentelius eo pajennoù kentañ al levr d’an neb a fell dezhañ bezañ ur mailh war geriaoueg an natur. Daoust ma chom bev donezonoù lennegel ar skrivagner ez eo al levr-se ur studiadenn a renabl fedoù istorel ha fedoù teknikel (douaroniezh, bevoniezh…). Eus amzerioù amresis ar Ragistor betek an diaesterioù armerzhel a vremañ, Enez-ar-Gerveur a zeu da vezañ deizlevr ar meuriadoù hag ar pobloù o deus bevet warni. Herve Gouedard a oar bannañ ul liv denel ouzh an aridennad fedoù. Merzout a reer an emgann diehan kaset da benn gant annezidi an enezenn evit tennañ splet eus ar roc’h-se taolet er mor, ha krakvevañ d’an nebeutañ. Hejet-dihejet eo bet istor ar familhoù gant ar brezelioù rak ul lec’h a bouez eo Enez-ar-Gerveur. Bezañ mestr warni a dalvez bezañ gouest da herzel ouzh listri an enebourien o loveal war-zu porzhioù an douar bras. E-pad ar brezelioù e veze enrollet an oadourien en armeoù a veze kaset da bell. Diouzh un tu all e veze degaset tud eus a-bell. N’eo ket souezhus ez eus bet savet toulloù-bac’h a-hed an amzerioù tremenet en Enez-ar-Gerveur. Aesoc’h eo evezhiañ monedone an dud war un enezenn eget war an douar bras. Ur voger eo ar mor. Galeourien ha prizonidi bolitikel, ar re drec’het hag ar fellerien yaouank, an holl zo aet kuit goude bezañ dilezet o foan hag o dic’hoanag, o buhez alies, e skeud ar wikadell. « A-us d’an enezenn e weler laboused, en-dro d’an enezenn ez eus dour » eme Jacques Prévert (La Chasse à l’Enfant).



