Dre faot Fauré, 248p, 14 €
Gant Yann Gerven, emb. Al Liamm
gant Sandrig ar Gall
Unan eus skrivagnerien vrezhonek varrekañ hor mare eo Yann Gerven, hep mar ebet. Hag e-touez ar re fonnusañ ivez. Dre faot Fauré eo ar romant polis nevesañ diwar e zorn.
Anv a zo eus Herve Volant, ur soner violoñsell a ro kentelioù e skol-sonerezh Kemper, tapet en ur gwall blegenn adalek ma ’z a unan eus e zeskardezed, Eos Dauvergne, diwar-wel. Mont a raio al lenner da heul Herve ha kalz tudennoù all, krennardezed, poliserien, bourc’hizien, ken na vo diskoulmet pep tra er fin.
Plijus eo al levr, leun a souezhadennoù, gant un itrik luziet ha farsus war un dro. Ne lavarfen ket ez eo ur gwir romant polis, kentoc’h un digarez da ginnig tudennoù digredus ha da daolenniñ kevredigezh kêrbenn Kerne. Gwechoù ‘zo e c’heller koll penn an neudenn, dreist-holl e kreiz al levr, pa groger da ziroudenniñ un tamm.
Goude ma plij din skridoù Yann Gerven bepred, e rankan anzav ez on bet hegaset a-wechoù dre ma ’z a re bell ganti : re zigredus an tudennoù, re a “luc’haj” pe a c’herioù “poblek” mesket gant daveoù a live uhel. Muioc’h a blijadur am eus bet gant Brestiz o vreskenn pe gant danevelloù an oberour. Daoust da se e chom ul lennadenn vat evit an holl, koulz evit an deskarded hag evit ar re a zo sot gant an oberour-mañ.



