Petra din-me…, 39 €
Gant Mikael Madeg, emb. Kêredol
gant Paol ar Meur
Erotegezh zo bet lakaet el lennegezh vrezhonek e-kerzh ar bloavezhioù paseet e-skoaz ma oa chomet brizheleveziek ar skrivagnerien gozh brudetañ en o skridoù. Aet e oa pell ganti Gégé Gwenn en e romantoù An deiz hirgortozet (2007) ha Koll atav (2013) [s.o. p. 26], Yann-Bêr Kemener en e re Penaos eo marvet Yann Pilhaouer ? (2018) ha Kevrin al Lagad Du (2019). Kinnig a ra Mikael Madeg d’al lennerien hevlene ur romant erotek hag a c’hell bezañ renket, ouzhpenn-se, e-touesk ar romantoù hirañ bet skrivet en hor yezh. Pennadoù tomm a oa bet dija e skridoù Mikael Madeg, en e romant O Breiz va bro ! (1988) da skouer. Ar wech-mañ e vo kavet revelezh en darn vrasañ eus ar pajennoù : darempredoù korf gant karantez pe hepti, tudennoù o c’hoari daou evel-just, met ivez o c’hoari tri pe o filmañ gisti “ouzh ar stern”. Emañ an dudenn bennañ o kontañ e vuhez en ur brezhoneg pinvidik, adalek e vugaleaj e Santeg prestik war-lerc’h an eil Brezel Bed. Ober a reas anaoudegezh gant meur a gamaladez gwele a-hed e vuhez, e Breizh, en Aljeria da vare ar brezel a-enep an dizalc’hourien, e Pariz, ha lakaet e voe un termen da lod eus an darempredoù-se diouzh ur mod kriz. Degas a ra al levr ivez, met en eil renk, ur skeudenn eus mod bevañ Leoniz d’ur mare m’en em lakae ar re yaouankañ anezho d’ober muioc’h-muiañ gant ar galleg.
Evit goulenn al levr : mikael.madeg.keredol@orange.fr



