Kozh eo hengoun an c'hoariva e Breizh. Ur bochad chañchamantoù a zo bet en c'hoariva brezhonek a-c’houde un daou-ugent vlez bennak. Lod a-ziàr an danvez ha lod a-ziàr an doare.
gant Anaïs Mahé
C'hoari misterioù a rae hon tadoù-kozh (nann, n'o doa ket droed ar merc'hed da vont war ar leurenn), c'hoari farsadennoù a raent a-wezhioù ha bourriñ a raent en em dolpiñ. Un c’hoariva savet get ar vrezhonegerion ha graet aveite hepken. Daet e oa nevezenti en hon c'hoariva en XXvet kantved. Get c'hoariva ar veleien, get labour kaer Job er Baion e Bro-Gwened, Yann-Vari Perrot e Bro-Leon… Strolladoù paotred, strolladoù merc'hed a-wezhioù. C'hoari a rae ar re yaouank ha deskiñ : diwar c'hoari, kelenn !
Àr-lerc'h e oa bet c'hoariva er radio, get Gwalarn, get Per-Jakez Helias, c'hoariva àr ar maez get Strollad Beilhadegoù Leon er blezadoù 1950 ha get Strollad Beilhadegoù Treger er blezadoù 1960. Ha c'hoariva stourm ar blezadoù 1970 a-benn ar fin. C'hoari a rae ar re yaouank ha klemm a-gaoz d'an divroiñ, d'an nukleel, d'an arme… Ha bremañ neuze ? Chañchamant bras zo bet er blezadoù 1980 : strolladoù a vicher a zo bet savet hag ema ret dezhe stourm war dachennoù nevez bremañ.

Ur c’hevredig é chañch
Liesaat ha kreskiñ a ra an niver ag abadennoù krouet penn da benn pe pezhioù-c'hoari klasel azasaet. Kreskiñ a ra ivez an niver a strolladoù a vicher. Un c'hoant sachiñ muioc'h a dud a vez santet. Degemeret e vez bremañ brezhonegerion barrek pe varrekoc'h, mes ivez gallegerion. Setu perak eo daet da vout ar liesyezhegezh un dalc'h pouezus en c'hoariva brezhonek a-c’houde un dek vlez bennak. Faotiñ a ra d'an dud c'hoari e brezhoneg atav, anat eo, mes get sikour, harp ar yezhoù arall a-wezhioù. Ma vez implijet ar yezhoù arall en c’hoariva brezhonek bremañ, an diglosiezh hag an digulturiñ eo an abegoù pennañ, mes n'int ket ar re nameite. Kement a abegoù hag a stummoù a zo : aesaat an c’hompren, gober daveoù, c’hoari get levezonioù ar yezhoù etreze… Leurenniñ e brezhoneg a dalv, neuze, leurenniñ ar brezhoneg ha reiñ o lod d'ar yezhoù arall. N'eo ket ar galleg an harp nameitañ mes ar saozneg, ar latin, an c'hembraeg, yezh ar sinoù a zo anezhe ivez… Ar pezh a vize bet gwelet èl ur redi a zo daet da vout, aveit lod ag ar strolladoù, neudenn o abadennoù. Goulennata hon liamm pemdez get ar yezh a oa tem pennañ abadenn Teatr Piba : Neizheta, elle niche où la langue ?
Tremen hebioù an harzoù
Diskouezet e vez, bremañ, ar liammoù, an hañvaledigezhioù a zo etre statud, degouezh pe skeudenn minorelezhioù arall. 'Barzh Kakaw, get ar strollad La Obra, e vez kontet istoer an c’hakao hag implijet ar brezhoneg hag an tzotzileg, da lakaat da anavet hengounioù ha lidoù Maya. Teatr Piba a zo kustumet labourat get ha dre ar yezhoù. Un doare da binvidikaat o labour ha da genlabourat ivez get minorelezhioù arall. Ar pezh-c’hoari Merc’h an eog a zo bet ur grouidigezh daouek etre Theatr Genedlaethol Cymru e Kembre ha Teatr Piba e Brest. Komzet e vez brezhoneg, kembraeg, kreoleg, saozneg er pezh-c’hoari. Kemeret en deus perzh Teatr Piba, ivez, er raktres Phōnē : Giving minority languages a voice, etre 2022 ha 2024. Ar raktres europat-mañ a gase àr-raok labour eizh strollad, a eizh bro dishañval, a sav pezhioù-c’hoari en ur yezh vinorelaet. Un doare da ezporzhiiñ an c’hoariva brezhonek eo ivez, d’e reiñ da welet. Tenniñ a ra gounid ar strolladoù a vicher a rouedadoù skigniñ bremañ. Ha ma vez skignet ar lod muiañ ag an abadennoù er salioù bihan àr ar maez e c'hell bout skignet ur lodig arall pelloc'h aveit harzoù Breizh.

Ur sell dishañval àr ar bed hag àr Breizh
Temoù ha soñjoù nevez a za àr wel peurgetket e-touez ar leurennourion yaouankañ. Liammet eo get dalc'hoù hor c'houlz, kudennoù hon c'hevredigezh, prederi ar rummadoù yaouank a zo e-kreiz o oberennoù hag a levezon, ivez, labourioù strolladoù koshoc'h : heñvelrevelezh, tu ar merc'hed, treuzrevelezh, divroiñ, ekologiezh… Get an abadenn Hentoù gwenn, savet get Teatr Piba e 2023, e oa bet kontet hent ar laezh etre Brest, Istanbul, Anatolia… Un digarez da glemm àr bouez ar beveziñ, an dizeur ekologel, c’hoant an den mestroniiñ an natur… ‘Barzh Privezioù Publik get Paritito e vez kontet istoer ur lec'h tremen dic’hortoz aveit maouezed a bep seurt, a bep oad. Lec'h kuzhutadennoù, kengred, selaou aveit lakaat ar gomz àr an identelezhioù dishañval (reizh ha jener), gwirioù ar maouezed hag ar feulster a-enep ar maouezed. E 2021 e kinnige Ar Vro Bagan un tem diaes : hani an c’hleñvedoù spered hag an emlazh ‘barzh Mont a raio kuit. Danvezioù a zo chomet tabou e-pad pell. Klasket zo bet, erfin, reneveziñ ar leurenniñ aveit donet da benn da ginnig un c'hoariva simploc'h, nebeutoc'h a c'hlabous hag a ginkliñ ennañ. Graet e vez muioc'h a blas d'an damvenegiñ, d'an ijin. A-c'houde pemzek vlez e vez savet muioc'h-mui a abadennoù c'hoariva aveit ar radio, ivez. Dre ar son, an trouzioù, ar mouezhioù e vez graet al labour leurenniñ. Un nebeud re zo bet savet get Teatr Piba : Maen Brest, Skeulioù er c’houmoul, Louise an arzhed… Ur liamm nevez, marse, get un hengoun dre gomz a blije kement gwezhall ?
Hag ar brezhoneg ?
Lakaat da glevet ar yezh, he livioù hag hec’h arlivioù a chom unan ag ar bleinioù pennañ. Diskouez, ivez, eo bev c’hoazh ar c’hrouiñ e brezhoneg. Prouiñ n'eus harz erbet, àr ar leurenn, kentoc'h implijoù pe liammoù dishañval get ar yezh-mañ-’r yezh… Roll treuzkas an c’hoariva brezhonek a vehe, hiziv an deiz, pouezusoc’h aveit e-raok marse.