Pennad-kaoz gant Yann-Edern Jourdan
Abaoe 20 vloaz pe dost emañ Yann-Edern Jourdan e bed ar c’hoariva e brezhoneg. Da gentañ e oa er strollad Ar Vro Bagan ha da c’houde en doa savet Madarjeu e 2008 gant Bob Simon. Arbennikaet eo war ar c’hoariva deskadurel, un doare da ginnig atalieroù d’an dud dre an deskadurezh poblek. E 2019 en doa soutenet ur c’hounskrid diwar-benn “merañ atalieroù c’hoariva e brezhoneg” er skol-veur Sorbonne-Nouvelle.
Komzoù dastumet ha renket gant Manon Deniau
En ho kounskrid ho peus skrivet e vefe brav ez afe an atalieroù c’hoariva war vicherelaat, perak ?
Ya, me gred e-barzh an dra-se mort, mort, mort ! Din-me eo pouezus kaout ur framm, ma kerez, ha se zo kaoz on aet war-zu ar c'hoariva deskadurel, peogwir e ranker kinnig traoù d'ar vugale evit kustumiñ anezho diouzh danvez ar c'hoariva evel-just, hag ivez diouzh ar brezhoneg. Hollbouezus eo en afer-se.
Santet ez peus e vez empennet an atalieroù-c’hoariva e bed ar brezhoneg evel un dra war gemm ?
Ya, met kement-se zo gwir dre vras a-benn ar fin. Deuet e oa ar c'hinnig er skolioù adalek ar bloavezhioù 1970, e galleg da zigentañ, evel-just. Goude e oa bet kinniget traoù e brezhoneg met d'ar poent-se ne oa ket ar yezh er memes stad hag hiziv.
Ur ster a zo gant al labour-se, meur a hini zoken, met n’eus ket trawalc’h a gomedianed hag a gomedianezed hag a ya e-barzh ar skolioù. Ur bern anezho a ra an dra-se evit tapout ur gopr ouzhpenn, ar pezh a c'heller kompren, met moaien zo da welet an traoù en ur mod uheloc’h ha haeloc’h d'am soñj.
Ur vicher all eo, koulz lâret, disheñvel-mik diouzh hini ar gomedianed. C’hwi zo bet stummet war ar c’hoariva deskadurel…
Ya, traoù a vanke din. Me ‘moa c'hoant da vont pelloc'h gant an hent-se. E 2017, 12 vloaz war-lerc'h ma oan kroget ganti, em boa kavet un hentenn er skol-veur Sorbonne, e Pariz. Hag an hent nemetañ an hini eo e Frañs, kazimant, evit bezañ stummet war ar c'hoariva deskadurel. Atav emaon e darempred gant ar studierien hag ar studierezed bet er skol-veur ganin dre al lec’hienn anvet “le Rite”, gant ar pal krouiñ liammoù gant tud a bep seurt, eus a bep seurt broioù.
Hervez ar studiadenn kaset gant Rannvro Breizh hag embannet e Miz Genver 2025 ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a vrezhonegerien hag al lodenn vrasañ anezho a zo er skolioù…
Aze zo un dra bennak d’ober evit an dud-se war dachenn ar c’hoariva, d’am soñj : kinnig atalieroù, pezhioù-c’hoari… A bep seurt ! Tout an traoù a denn d’an arzoù.

Alies e vez lavaret eo brav deskiñ en ur c'hoari…
Ya, sikour a ra penn da benn ! Lakaat a ra buhez e-barzh ar jeu, e-barzh ar yezh, evel pa rofes stumm d'ar yezh ha n'eo ket ur yezh da zeskiñ hepken, met ur yezh evit bevañ, evit d’an dud disammañ o c'halon, eztaoliñ o soñjoù, o frederiadennoù donañ… Evel pa vefe ar brezhoneg ur yezh komzet er-maez eus ar skolioù, ar pezh n'eo ket gwir ken.
An atalieroù c’hoariva a vefe ur voaien da lakaat ar re yaouank da zeskiñ brezhoneg, da vezañ plijet gant ar yezh ?
N’eo ket sevel un abadenn ar pep pouezusañ. Ar pep pouezusañ eo bevañ un dra bennak e brezhoneg ha liammañ an dud an eil re gant ar re all, skoulmañ darempredoù etrezo. Skoulmañ ha krouiñ, diwar ur c'hlasad sevel ur strollad. N’eus ket pell zo e oan o labourat e skol Diwan Montroulez, e penn-kentañ ar bloavezh skol 2024-2025. Merzhet e oa bet gant ar skolaerez e oa disheñvel an darempred etre ar vugale met ivez etre ar vugale hag ar skolaerez. Er-maez eus al leurenn out un den ha war al leurenn, un dudenn, ha n'eo ket memes tra.
Penaos mont war-raok evit lakaat an dud da gompren eo pouezus an atalieroù c’hoariva er skolioù ?
Me ‘gav din e oar an dud. Met an diouer a dud war an dachenn eo ar gudenn. Goude bezañ bet stummet er Sorbonne em boa kinniget stajoù a-gevret gant ar c’hevread C’hoariva. Deuet e oa Bernard Grosjean meur a wezh. Hennezh a oa unan eus va c'helennerien ha skrivet en deus un hentenn war ar c'hoariva deskadurel, ur paotr barrek-kenañ. Atav e veze tud, atav ! D' ur poent bennak hon doa merzhet e oa muioc'h ar c'hallegerien eget ar vrezhonegerien er stajoù. Evel-just ne veze ket kaset ar stajoù e brezhoneg rak Bernard Grosjean ne oar ket brezhoneg, met memes tra hon doa troet ur bern skridoù evit ma c’hellfe an dud labourat e brezhoneg pa garent.
Hag aze emaomp o vont da ginnig un dra bennak moarvat, stajoù evit ar skolaerien, ar skolaerezed, ar gelennerien hag ar c’helennerezed, ha marteze evit ar stummerien hag ar stummerezed. Hag intereset eo tud ar skolioù ! Ouzhpenn-se ez eus bet lakaet war sav ur stignad asambles gant ar Rannvro evit sikour ar skolioù hag ar skolajoù, ur stignad a zo “skol c'hoariva” e anv. Gant ar skoazell archant-se e c’hellimp ober un distaol war priz an eurvezh stummañ. Dre ar stignad e vez arc’hantaouet ar raktresoù sevel pezhioù-c’hoari e “takadoù gwenn Breizh”, el lec’hioù n’eus c’hoariva ebet. Hag ur stignad all a zo, 6 000 € a vez roet bep bloaz evit sikour ar c’hoariva amatour e brezhoneg. Bez’ zo traoù pozitivel.
Me 'm eus ar santimant emaomp e deroù an traoù e gwirionez. Da lavaret eo emaon e-barzh ar c'hoariva abaoe 20 vloaz pe dost. Me ‘meus labouret a-youl vat evit ma vefe savet tout an traoù-se hag adal bremañ e krog an traoù. Ostilhoù a zo, ret eo plantañ ‘barzh bremañ !