Pennad-kaoz gant Goulc'han Kervella
Krouet evel strollad c’hoariva e 1973-1974, deuet da vezañ a vicher e 1982, Strollad ar Vro Bagan a zo ledan e obererezh : pezhioù-c’hoari diwar destennoù lennegel brudet, pezhioù-c’hoari « Tan ha Kurun », c’hoariet er-maez, pezhioù politikel evel Ma c’helljen-me kanañ laouen, pezhioù war drama ar c’hleñved spered evel Mont a raio kuit, liesseurtoc’h c’hoariva n’eus ket. Implijout a ra ar c’hoariva evit deskiñ brezhoneg ivez. C’hwec’h den a vicher a vez o labourat ingal, gant teknikourien ha komedianed diavaez, ha tud a-youl vat, diouzh ret. Goulc’han Kervella, leurenner ha lusker istorel ar strollad, a respont da c’houlennoù Bremañ.
Komzoù dastumet ha renket gant Fulup Lannuzel
A-raok lakaat ar gaoz war ar pezh a rit bremañ, petra a oa bet dibar da Strollad ar Vro Bagan pa’z eo bet krouet ?
Da gentañ, sevel ur strollad a vicher, e 1982. Diskroget e oa un nebeud ac’hanomp diouzh o micher evit krouiñ ur strollad a vicher, daoust ma chome tud a-youl vat e-barzh evelkent. Un taol-kaer eo bet an dra-se evit ar c’hoariva brezhonek. Betek neuze ne oa ket eus seurt strolladoù. Ar pal, ivez, a oa sikour ar skolioù a rae gant ar brezhoneg, evel Diwan pe ar skolioù laik. Padal, evit se, e oa ret bezañ dieub war an deiz, hag evit krouiñ pezhioù e oa heñvel.
Ha sikouret hoc’h bet a-fet arc’hant d’ar mare-se ?
Sikouret omp bet kalz d’ar mare-se gant Yann Jegou, gant an DRAC1 – tud La Carrièra, a rae teatr en okitaneg, a lavare e oa « direction des affaires coloniales ! ». Bennozh da Jack Lang ha Fañch Mit’ ez eus bet roet tro d’ar c’hevredigezhioù da grouiñ postoù-labour a veze sikouret gant yalc’hadoù. Bez’ ez eus bet ivez yalc’hadoù a-berzh ar Rannvro, an Departamant ha kumunioù ‘zo.

Peseurt pezhioù-c’hoari zo bet brud vras ganto d’ar mare-se ?
D’ar poent-se e oa pezhioù tennet eus oberennoù skrivagnerien evel Roparz Hemon, Jarl Priel… Met an hini en deus graet ar muiañ a verzh eo Ma c’helljen-me kanañ laouen, peogwir e oa ur benveg stourm evit Breizh hag ar brezhoneg, diwar-benn kudennoù Breizh. Savet e oa bet diwar ur ganaouenn gant Bernez Abernot a oa ganeomp o c’hoari. Ur pezh-c’hoari all, Yann-Vari Perrot (1984), en doa graet kalz a reuz ivez. Ar pezhioù-c’hoari-se o deus brudet ar strollad war an dachenn bolitikel. Da c’houde ez eus bet berzh gant ar pezhioù-c’hoari bras kentañ, abadennoù anvet Tan ha Kurun (« Son et Lumière »). Enno e veze mesket brezhoneg ha galleg, pe a-wezhioù e veze e brezhoneg penn-da-benn. Ha koulskoude e veze lavaret en Emsav « arabat c’hoari en hañv evit an douristed… ». Kêr-Iz en doa brudet ac’hanomp war an dachenn-se. Unan all, Ar Basion Vras, La Passion Celtique, en doa graet berzh ivez, gant c’hoarierien, kanerien, sonerien e-leizh, betek 300 a dud o c’hoari asambles war al leurenn. Ha bep tri bloaz e reomp unan, evel Ar Roue Arzhur er mare-mañ.
E pe stad emañ ar c’hoariva brezhonek er mare-mañ ?
Bremañ ez eus tri strollad a vicher a ra gant ar brezhoneg, Ar Vro Bagan, Teatr Pibra, La Obra. A-hend-all ez eus un nebeud strolladoù all, nemet n’int ket a vicher avat. Nebeutoc’h eget na oa gwechall, evel e Plougin, Langedig, Bro-Dreger, Roazhon… Da’m meno, evel ma ’m eus skrivet e-barzh al levr bet embannet e 2024, La littérature en langue bretonne des origines à nos jours, e ve mat kaout, e pep rannvro eus Breizh, ur strollad a vicher gant un nebeud c’hoarierien a vicher a c’hellfe ober war-dro ar vugale, ar grennarded, al liseidi, en ur aozañ stajoù c’hoariva e-pad ar vakañsoù ken e brezhoneg ken e galleg, ha krouiñ pezhioù.
Ouzhpenn-se hor boa soñjet, Etienne Siberil ha me, un nebeud bloavezhioù zo, sevel un doare skol c’hoariva evit stummañ c’hoarierien, un tammig evel Breizh Akademi, met war dachenn ar c’hoariva, war-zu ar vugale hag ar re yaouank dreist-holl. Ret eo lavarout memes tra ez eus atalieroù c’hoariva bremañ e Brest (SKED) hag e Montroulez (KLT).
Daoust ha bez ‘ez eus tud, skrivagnerien pe skrivagnerezed, hag a sav traoù evit ar c’hoariva end-eeun ?
N’eus ket kalz. Bez’ e vez alies tud hag a lavar emaint o vont da dreiñ traoù diwar yezhoù all, met ne weler ket kalz testennoù o tisoc’hañ. Klask a ran-me broudañ ar re a zo ganeomp da sevel pezhioù evit ar vugale dreist-holl, pezhioù berr a c’heller c’hoari er skolioù. A-hend-all e kustum Bob Simon treiñ traoù diwar ar saozneg. Erwan Kloareg, poent zo bet, e vreur, Tomaz, o deus skrivet un nebeud traoù. Yann-Fulup Dupuy ivez, skrivagner ha kelenner brezhoneg (Kelenn), a skriv pezhioù hag o laka da c'hoari gant e strollad Tro-Didro. Met n’eus ket kalz skrivagnerien oc’h ober. N’emaomp ket mui e mare Gwalarn siwazh…

Ret eo lavarout n’eo ket ar memes doare skrivañ hag ar gomz-plaen ordinal ?
Me ‘gav din e c’hellfe ar strolladoù mont da c’houlenn digant ar skrivagnerien en em lakaat muioc’h da bleustriñ war ar c’hoariva. Un dra a gavan dipitus : pa vez gwerzhet levrioù, an dud ne brenont ket kalz ar pezhioù-c’hoari. Kouskoude ez int graet gant brezhoneg bev, brezhoneg komzet : traoù mat evit ar re a zo o teskiñ, o klask en em stummañ war ar yezh. Diwar ar pezh-c’hoari War Hent Youenn Gwernig, em eus savet un doare romant bet embannet gant Al Lanv. Hag e ouien e ve aesoc’h gwerzhañ ar romant-se eget ar pezh-c’hoari end-eeun. Memes tra, pa vez c’hoariet ur pezh-c’hoari, e vez gellet gwerzhañ muioc’h. Evel da skouer, Mont a raio kuit, bet embannet gant Skol Vreizh.
Ar pezh a vo graet er bloaz-mañ evit lidañ kant vloaz Gwalarn, a c’hellfe broudañ ar skrivagnerien da skrivañ pezhioù-c’hoari evel m’en doa graet Roparz Hemon gant Jakez Riou, Youenn Drezen, Langleiz…Ni a ginnigo un nebeud pennadoù eus pezhioù-c’hoari bet savet da vare Gwalarn, da vezañ enrollet ha skignet gant Arvorig FM.
Mechal ha ne vefe ket fall lakaat ar gevredigezh nevez savet SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien vrezhonek da bleustriñ war ar sevel pezhioù-c’hoari ? Ha prest e vefes da sikour ?
Ya, bez ‘ e c’heller loc’hañ diwar un danevell pe ur romant berr, dre gempenn an traoù evit al leurenn, evel-just. Me a ve prest d’ober. Ret e vo resisaat pere eo an ezhommoù avat.
A-fet ar sellerien, ar c’hevredig, peseurt kemm a zo etre ar pezh a oa 20 vloaz zo pe ouzhpenn, lakaomp, ha bremañ ? Peseurt tud a vez dedennet gant hoc’h abadennoù hiziv an deiz ?
Ar vrezhonegerien a-vihanik, ar re goshañ, a zo bihanaet kalz an niver anezho. P’hon eus kroget ganti, er bloavezhioù 80, kalz tud a gomze pe a ouie brezhoneg, ha daoust ma ne gomzent ket e komprenent. Bez’ ez eus c’hoazh anezho, ha se ne vez ket kemeret e kont er studiadennoù a vez graet war stad ar yezh. Ni a glaske hag a glask bepred sachañ ar re yaouank, setu perak e raemp hag e reomp pezhioù-c’hoari diwar-benn kudennoù a-vremañ. Gant nebeut a gomzoù a-wezhioù, kentoc’h gant traoù da welet, aes da gompren dre ar c’hoari. Lakaat a reomp atav brezhoneg e-touez ar galleg, pa vez c’hoariet e galleg. Un doare da reiñ tro d’an dud da glevet brezhoneg, zoken gant ar re a zeu a lec’h all. Ne gilomp ket kennebeut rak plediñ gant kudennoù ha n’int ket aes da lakaat war al leurenn evel Mont a raio kuit, diwar-benn ar c’hleñved spered. Gouzout a ran ne zired ket an dud da welet traoù trist, met talvoudus eo ober evelkent. Ar c’hoariva brezhonek n’eo ket lakaat an dud da c’hoarzhin, pe ober anv eus an istor hag eus ar mojennoù nemetken.
C’hoariet eo bet tuchantik e Loperc’hed, kalz tud a oa ?
Pevar-ugent den a oa, ar pezh n’eo ket fall evit ur pezh-c’hoari a seurt-se.
Ha c’hoari a rit ivez er-maez eus Breizh, a gav din ?
Evit ar vugale omp bet en Iwerzhon div pe deir gwezh, e Kembre hag en Euskadi ivez. En Iwerzhon e veze unan eus ar vro, un iwerzhoneger, hag a zisplege an traoù e doare un eilmouezhiañ, d’an dud da gompren gwelloc’h. E Kembre hor boa graet memes tra, hag en Euskadi zoken. Met pell zo n’omp ket aet er-maez eus Breizh, panevet e Pariz ur wezh bennak. Pa reomp abadennoù evit ar vugale ez eo aesoc’h, pa vez nebeutoc’h a c’hoarierien ha nebeutoc’h a draoù da gas ganeomp.

Penaos emañ kont gant strollad ar Vro Bagan hiziv an deiz ?
Mont a ra mat. Kalz a bezhioù-c’hoari a c’hoariomp war un dro. Rak pa savomp ur pezh-c’hoari, n’eo ket evit ur bloavezh hepken, e-giz ma ra strolladoù all a vicher. Alies e kemeront c’hoarierien ha teknikourien evit ur prantad berr. Ni a gustum chom meur a vloaz gant ar memes hini. Evit ar vugale, lakaomp, emaomp atav gant Enez al legumach, Al lapous hag ar pesketour. Ahu ar bugel mougn, ar pezh savet nevez zo diwar-benn ar Ragistor hag an nammoù, a bado tri pe bevar bloaz. Mont a raio kuit a vo c’hoariet e-pad pevar bloaz, Ar Roue Arzhur c’hoariet er-maez e-pad tri bloaz. Bez’ ez eus ivez kalz labour gant un ugent skol bennak, ha goude e vo c’hoariet gant ar vugale ar pezh o deus desket. Kalz anezho a zeu da c’hoari pezhioù-c’hoari ganeomp zoken.
Hag evel-just ez eus traoù war ar stern, pezhioù hag a vo c’hoariet e 2025, evel Lestr an Ankoù, en hañv e Meneham, pe Blaz an Douar, e dibenn ar bloaz, diwar-benn kudennoù al labour-douar abaoe an Eil Brezel-bed.
Implijet e vez ivez ar c’hoariva evit deskiñ brezhoneg ?
Evel-just. Ouzhpenn ar pezhioù-c’hoari a vez desket ha c’hoariet ez eus ur skol doare « skol c’hoariva », amañ bep merc’her d’abardaez etre 6 eur hanter hag 8 eur. En « atalier-se » e pleustromp gant ur pezh-c’hoari bennak war doareoù ar c’hoariva, gant ar re o deus c’hoant da gaout digarez da gomz brezhoneg : pep tra a vez graet e brezhoneg, evit tud ha ne fell ket dezho mont da c’hoari dirak an dud, paneve div pe deir gwezh. Emaomp o labourat war Nominoe-oe ! gant Jakez Riou, un doare da zeskiñ al lennegezh eo ivez, pe gant Tangi Malmanche, La montre de Landouzan, kempennet e stumm ur pezh-c’hoari, hag ar Barzaz Breiz ivez… Un digarez eo da gaozeal, pa vez lavaret gant lod ne gavont den da gomz ganto. Aze o devez tro avat. Hag er c’hentelioù brezhoneg, a roomp er Vro Bagan, e vez implijet ingal ar c’hoariva evit lakaat an dud da gomz.
- DRAC : direction régionale des affaires culturelles. ↩︎
Abadennoù ar Vro Bagan en Hañv 2025
Ar Roue Arzhur
Abadenn tan ha kurun — Divyezhek
Tapit ho bilhidi war arvrobagan.bzh
Priz bugale 7€ / Priz leun 15€ / Priz digresket 12€
Pelec'h ? Pegoulz ?
PLOUGONVELIN, Kastell Perzhel
D'ar 25, 26 ha 27 a viz Gouere 2025 da 9 eur noz
KERLOUAN, Meneham
D'ar 7, 8, 9 ha 10 a viz Eost 2025 da 9eur noz
Mont a raio kuit
Abadenn e brezhoneg
Aozet gant KEAV hag Ar Vro Bagan
Bilhidi da brenañ war al lec'h, devezh an abadenn.
Priz leun 13€ / Priz digresket 11€
Pelec'h ? Pegoulz ?
KASTELLIN, Sal ar gouelioù
D'ar 15 a viz Gouere 2025 da 8e30
Treizherien an tour-tan — Istor Enez Werc'h
Abadenn war vale !
Priz leun 25€ / Priz bugale 15€
Tapit ho bilhidi e Ti an Douristed (Bro an Aberioù)
Pelec'h ? Pegoulz ?
Kemerit ar vag e porzh an Aber Ac'h e Landeda,
kas a raio ac'hanoc'h betek Enez Werc'h.
Daou strollad a vo graet. An abadenn a bad 1e15,
ha posupl e vo deoc'h gweladenniñ an tour-tan war-lerc'h.
1e : Emgav e porzh an Aber Ac'h,
1e30 : Loc'hañ ar vag,
2e : Erru war an enezenn, penn-kentañ an abadenn,
3e15 : Fin an abadenn, gweladenniñ an tour-tan,
3e45 : Distro en Aber Ac'h.
Lestr an ankou
Abadenn war vale — divyezhek
Abadenn er-maez, dirak ti-soul Job Salou
Priz leun 5€ / Priz bugale 3€
Tapit ho bilhidi war lec'hienn Tourisme Côte des Légendes.
Pelec'h ? Pegoulz ?
KERLOUAN, Meneham
Bep merc’her e-pad an hañv (etre an 09/07
hag ar 27/08) Da 15eur ha da 17eur