Un dra ret eo ar skridvarnerezh evit ul lennegezh, un dra diaes avat da gas da benn en ur bed bihan evel hini ar brezhoneg, techet ma’z eo an dud da vezañ feuket pa vezont barnet. Sarah Chedifer a ziskouez hec’h ampartiz war an dachenn-se. Abaoe 2009, e kaver war he Blog A ! Lenn... rentaioù-kont resis hag arguzennet eus oberoù lennegel brezhonek. Ouzhpenn-se avat e skriv istorioù ha kanaouennoù evel Mervel eul lunvez, romantoù evit ar yaouankizoù evel Hañvezh an dermajied pe Goude marv DJ Mao, ha testennoù kanaouennoù evit ar strollad bugale Diaoulezed. Pennad-kaoz gant Sarah Chedifer dastumet
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.