D’ar memes koulz pe dost e oa bet embannet warlene, da lavaret eo e 2022, daou levr diwar-benn ar brezhoneg skrivet. An eil gant Francis Favereau, Istor ar brezhoneg skrivet adalek ar penn-kentañ betek an XVIIIvet kantved hag egile gant Bernez Rouz, Teñzor ar brezhoneg skrivet. Heñvel a-walc’h e c’hell seblantout bezañ danvez an div oberenn-mañ met peadra zo da zeskiñ e-barzh pep hini.
gant Samuel Julien
Heuliañ a ra an daou levr un urzh kronologel, aesoc’h d’al lenner ha pedagogel war un dro. Rannet ez eo istor ar brezhoneg skrivet gant doareoù disheñvel avat : heuliet e vez gant Francis Favereau emdroadur ar yezh vrezhonek (henvrezhoneg , krennvrezhoneg...) tra ma vez fram-met seurt istor gant Bernez Rouz diouzh an emdroadur teknologel pe an darvoudoù istorel (dizoloadenn ar moullerezh, an dispac’h gall, ar brezel-bed...). Resis-tre eo zoken taolenn levr Bernez Rouz dre m’eo bet savet diwar un dastumad pennadoù bet embannet e Ouest- France abaoe ar bloavezh 2017. Pep pennad a dalvez ur rann neuze, padal ez eo dister a-walc’h an daolenn a gaver e dibenn levr Francis Favereau, ar pezh a c’hell lakaat al lenner diaes e ken kaz en dije bet c’hoant da adlenn un dra bennak.
A-fet danvez, ez eo disheñvel an daou levr : plijusoc’h eo hini Francis Favereau d’an daoulag dre m’eo skeudennaouet kaer ha liesliv. Evit an dorn ken buan all dre ma’z eo bet moullet war baper lufrus. Seurt dibab uhel a fet kalite a lak ar skrid da vezañ fetisoc’h ha dedennus eo evit al lenner gwelet livioù dornskridoù zo evel hini Landevenneg da skouer pe hini Arnold von Harff gant tresoù liesliv ur c’houblad eus kêr Naoned o tont eus dibenn ar XVvet kantved. Ne vez ket studiet tre ar memes skridoù en daou levr avat. Dielfennet e vez ar skrid brezhonek dre vras gant Francis Favereau, forzh peseurt doare e vefe, pe e vefe spisc’herioù, engravadurioù, krennlavarioù an noblañs, danvez lennegel, relijiel pe dudi. Kaoz zo eus ar brezhoneg skrivet war baper nemetken gant Bernez Rouz, pe dost. Abalamour da se e chom hini Francis Favereau a-sav e dibenn an XVIIIvet kantved tra ma’z a levr Benez Rouz betek en amzer a vremañ.
D’an neb a zo dedennet gant ar skridoù brezhonek e talvez ar boan prenañ an daou levr : daoust ma vez kavet traoù boutin enno ez eus danvez a-walc’h e pep hini anezho ha na vez ket kavet el levr all. Keuz a c’heller kaout memes tra gant ar soñj e vije bet tu da sevel un oberenn nemetken met klokoc’h. E lec’h paeañ div wech 18 euro (heñvel eo ar priz evit an daou levr) e vije bet spletusoc’h
sevel ul levr hepken. Kement-mañ en dije marteze lakaet an daou skrivagner ampart da verzhout mankoù zo : ne vez ket meneget hor c’helaouenn Bremañ gant Bernez Rouz da skouer, nag ar gerioù brezhonek skrivet war kartennoù ha sturlevrioù Konk-Leon er XVIvet kantved gant Francis Favereau. Gwelloc’h c’hoazh : plijet e vijemp bet o lenn ur stumm brezhonek eus istor ar brezhoneg skrivet. Un druez eo gwelet skrivagnerien ken ampart o tisplegañ seurt istor e galleg nemetken. Un druez eo ivez ne vo ket tu d’hor bugale desavet e brezhoneg da lenn seurt istor... Ur raktres all da zont marteze ?