N’eus plas ebet en Istor evit ar pobloù trec’het. N’eus plas ebet er gevredigezh evit ar renkadoù trec’het. Ofisourien an Tsar, soudarded an armeoù gwenn, mevelien an ilizoù, izili an intelligentsia, diskennidi ar vrientinelezh, perc’henned ha kenwerzhourien, an holl anezho enebourien d’ar Stad soviedel... Ouzh o zorfedoù eo buket daoulagad ar geodedourien. Emañ Staline war evezh. Brudet eo brec’h ar GPU1 evit bezañ didruez. gant Tangi Legavre E 1992 e voe embannet romant hir-kenañ Irina Golovkina, tri bloaz goude he marv. E-pad ar bloavezhioù 1960 ha 1970 e kasas dre guzh tammoù eus he romant Ar Re Drec’het d’he mignoned
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



