gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 30 lodenn
Ar begadennoù linad
250 g bleud T45 pe 55
100 ml eoul olivez pe 100 g amanenn sall teuzet
100 ml laezh
Ur meudad holen ha pebr
200 g linad fresk eus al liorzh pe linad sec’h pe pinochez
3 vi
1 sac’hig goell kimiek
Bara segal gant tartar bezhin
50 g meskad bezhin sec’h pe ur voestad-mir troadoù-palud troc’het munut
30 g kornichonoù troc’het munut
2 benn kignen troc’het munut
1 penn chalotezenn troc’het munut
Tomatez sec’het troc’het munut
Olivez glas pe du troc’het munut
Eoul ha gwinegr avaloù
Ur bara segal
Evit ar begadennoù linad
- Lakait ar bleud, ar meudad holen ha pebr, an eoul pe an amanenn teuzet, al laezh, ar vioù hag ar sac’hig goell kimiek e-barzh ur saladennouer.
- Meskit mat gant ur fourchetez.
- Ouzhpennit al linad poazhet war ur billig eouliet, pe al linad sec’h pe ar pinochez poazhet ivez.
- Tommit ar forn da 180°C ha leugnit mouloù tartezenn pe paledoù Breizh.
- Poazhit etre 15 hag 20 munut ha debrit anezho tomm.
Evit ar bara segal gant tartar bezhin
- Lakait an holl aozennoù e-barzh ur saladennouer ha meskit mat.
- Lakait ar meskad en ur pod gwer dindan c’holo.
- Skuilhit ar gwinegr betek hanter ar pod.
- Skuilhit an eoul evit goloiñ an aozennoù.
- Lakait er yenerez e-pad 3 eurvezh ha debrit gant tammoù bara segal.