gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 4 den bewezh
2 zelienn bezhin nori
80 g riz ront kriz
3 loaiad gwinêgr mirin (stal boued eus Azia pe gwinêgr sistr)
Hilienn soja, jinjebr hili, wasabi (sezv japanat)
Restachoù eus ar yenerez pe un domatezenn,
1/4 kokombrezenn,
2 vi poazh-kalet troc’het munut,
8 delienn pinochez kriz
- Ret eo poazhañ ar riz hep holen en ur gastelodenn gant dour (15 munutenn), silit gant dour fresk.
- Ouzhpennit ar gwinêgr.
- Prientiñ ar pezh a vo e-barzh ha lakait a-gostez.
- Astennit un delienn nori war an daol, ledit ar riz.
- Lakait an aozennoù e-kreiz an delienn, war ar riz.
- Rollit an delienn nori en ur waskañ krenn, didroc’hañ ar maki ha servijout anezho gant hilienn soja, wasabi ha lavnennigoù jinjebr hili.



