Tartezenn beotez ha Feta

gant Clara Beaugendre
Aozennoù

1 kg beotez
200 g Feta
4 vi
2 ognon
2 loaiad vihan sukr
sezv
holen ha pebr
kari ha louzoù Provañs
toaz feilhennet

Aozañ

1. Raktommañ ar forn da 200°C.
2. Gwalc’hiñ ar beotez ha lakait anezhe da boazhañ dre aezhenn.
3. Troc’hañ an ognon. Eouliañ ur baelon ha lakaat an tammoù ognon da garameliñ enni gant ar sukr, poultrennañ gant al louzeier Provañs.
4. Ledañ an toaz feilhennet e-barzh ur plad. Pikañ an toaz gant ur fourchetez ha ledañ sezv warnañ (diouzh ho c’hoant) hag ouzhpennañ an ognon.
5. Basañ ar vioù, holeniñ, pebrañ, ha lakaat ar poultr kuri diouzh ho c’hoant.
6. Troc’hañ ar Feta e tammoù. Ouzhpennañ ar beotez hag ar Feta er meskad, meskañ ha diskenn pep tra er plad war an ognon.
7. Forniañ an dartezenn un hanter eurvezh bennak.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù