gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 4 den
1kg jodenn voc’h
2 benn ognon
2 ivin kignen
2 loaiad-voued mel
3 loaiad-voued amann kraoñ-marmouz
1 loaiad-voued jinjebr rasklet
300g karotez
- Dibluskañ ar c’harotez ha troc’hañ anezho a-rondigennoù.
- Dibluskañ ar pennoù-ognon hag an ivinoù kignen, troc’hañ anezho munut.
- Lakaat ul loaiad eoul da dommañ en ur baelon gant ar jodennoù ha sezisañ anezho betek ma teuio liv dezho.
- Skuilhañ ur werennad dour, al loaiadoù mel, an amann kraoñ-marmouz hag ar jinjebr.
- Meskañ mat an holl aozennoù, ouzhpennañ ar c’harotez ha lakaat da boazhañ un eurvezh gant ur golo.



