gant Clara Beaugendre
Aozennoù
20 g kakao poultr ha hep sukr
30 g Maïzéna pe bleud
80 g sukr
200 g chokolad d’ober gwestell (etre 50 % ha 70 % a gakao)
aozennoù
200 g kourjetez rasklet
4 vi
takennoù eztennad vanilhez
Aozañ
- Troc’hañ ar chokolad a-dammoù ha lakaat anezhañ da deuziñ (dourgibañ pe skinforniañ).
- Dibluskañ ar c’hourjetez ha rasklañ fin, dav eo kaout 200g hep dizourañ.
- Dispartiañ ar gwennoù-vi eus ar melenoù-vi ha basañ ar melenoù gant ar sukr hag ar vanilhez. Ouzhpennañ ar c’hakao, meskañ hag ouzhpennañ un tamm eus ar c’hourjetez rasklet. Diskenn ar Maïzéna hag ar chokolad teuzet ha yen (lakaat teir loaiad vras a chokolad a-gostez). Meskañ mat. Ouzhpennañ ar peurrest eus ar c’hourjetez ha meskañ adarre.
- Basañ ar gwennoù-vi en erc’h, diskenn anezhe dousik er meskad evit derc’hel ar c’hlogor aer.
- Diskenn en ur voull-gwestell amanennet ha forniañ 30 munutenn da 180°C. Lakaat ar peurrest eus ar chokolad teuzet war ar wastell.



