Saladenn ar besketaerien mod Sète

gant Alice Armenio Coïc
Aozennoù

Saladenn
Morgad / morgazh
Avaloù-douar

  1. Poazhañ ar morgad er vurezh pe en dour.
  2. Lakaat an avaloù-douar da boazhañ met pas re, ret eo dezho chom parfet.
  3. Lakaat da yenaat.
  4. Troc'hañ pep tra e lodennoù bras ha meskañ mat gant an aioli.
  5. Mirout er yenerez.

Aioli
1 melen-vi
Eoul (arabat implijout eoul olivez, re greñv e vefe ar blaz)
Sezv
Chug sitroñs (da zibab met mat-tre eo gant ar boued-mor)
Kignen
Perisilh

  1. Meskañ ar melen-vi, ar sezv, ar chug sitroñs, holen ha pebr. 
  2. Ouzhpennañ an eoul a-nebeudoù en ur veskañ kreñv. Diwallit da ouzhpennañ re a eoul war un dro pe ne vo ket mat.
  3. Pa vez prest ar maionez, ouzhpennañ ar c’hignen troc'het munut hag ar perisilh.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù