“Netra gwirion, pep tra posupl”1
Er bloavezh 1938, hag er bloavezhioù kent zoken, e oa peadra da ziouganañ ar gwalleurioù a oa o vont da c’hoarvezout en Europa, an holl lazhadegoù ha torfedoù euzhus eus ar seurt n’eus ket bet gwelet a-live gante dibaoe. Diaes eo lavaret ha bez’ ez eo abalamour d’ar mare skrijus-mañ pe get met e 2018 ivez e oa bet adembannet ul levr, hag a zo chomet dianav e-pad pell, disoñjet gant an holl, daoust dezhañ kemenn – e stumm ur romant – doareoù stourm spontus da zont hag a lak hor bed modern da vezañ ken enkrezet a-vremañ. Alamut eo titl al levr-se.
gant Samuel Julien
Sur a-walc’h ho peus klevet kaoz eus an anv-se evit abegoù liesseurt : ul lec’h kreñv a vez kaoz anezhañ e-barzh ar c’hoarioù video Assassin’s Creed: Mirage ha Prince of Persia hag ar re vihanañ o deus bet tro marteze da sevel kastelligoù “Alamut” gant brikennoù tri mil anavezet er bed-holl. N’eo ket faltaziek penn-da-benn al lec’h dre ma c’heller gweladenniñ ar pezh a chom anezhañ – rivinoù ur c’hastell e krec’h ur menez, bet diskaret e-kreiz an 13vet kantved – en Iran. Mard eo ken brudet an anv n’eo ket abalamour da vraventez al lec’h ; a-gaoz da vojenn an “drouklazherien” a vije bet oc’h ober reuz etre an 11vet hag an 13vet kantved ne lavaran ket…
Ur vojenn adsavet
Ar “vojenn”-se, bet danevellet gant Marco Polo ha kronikerien all, zo diazezet war fedoù gwir kredapl-bras, daoust ma n’eus kazi roud istorel ebet anezhe. Kaoz a vez enni eus ur sektenn guzh, an Izmaeliz, ur rann vinorel eus an Islam chiit, hag en dije bet soñj he fenn bras, evit en em zifenn, da stummañ soudarded dreist-feal ha prest da stourm betek penn, betek aberzhiñ o buhez.
Chomet e vije bet ar vojenn dianav neuze ma ne vije ket bet embannet e roman Alamut gant ar skrivagner Vladimir Bartol e 1938. Implij a ra framm anavezetañ ar vojenn, an tudennoù, lod eus an anvioù istorel met mont a ra kalz pelloc’h en ur empennañ an doare da sevel ha da stummañ ur gwir rejimant “drouklazherien” prest da vont betek penn a-benn tizhout o fal : difenn sektenn an Izmaeliz, e n’eus forzh peseurt doare, oc’h implij o feiz, o c’hredennoù kement ha drammoù ha touelloù a bep seurt ivez, evit mont a-enep arme ar sultan a glask distrujañ o lec’h kreñv, Alamut. Dezrevellañ a ra ivez strategiezh Priñs an Izmaeliz a ren war al lec’h hag e zoareoù holl-c’halloudus evit sevel e rejimant dibar. E berr gomzoù, diouganet en doa ar romant-se doareoù stourm ar “fondamantalisted” a-vremañ.

Dre ma oa bet danevellet kement-se e 1938, da lâret eo bloaz a-raok an eil Brezel Bed, dre skrivañ e kêr Trieste e sloveneg pa oa an aozour keodedour eus Italia renet gant ar faskourien d’ar c’houlz-hont, dre skrivañ en un doare na blije ket d’ar galloud komunour a oa bet o ren war Slovenia goude an eil Brezel Bed… e chomas al levr dianav betek ar bloavezh 1988 ma teuas soñj d’un embanner gall kinnig anezhañ d’ur publik nevez. Rak e fin an 20vet kantved e oa tizhet Europa hag ar bed dre vras gant taolioù sponterezh kaset da benn gant tud feiz enno hag en o obererezhioù… ha berzh bras a reas neuze embannadur al levr e galleg.
Berzh er bed a-bezh
Koulskoude, daoust d’al levr bezañ bet brudet gant e droidigezh c’hallek, tamallet e voe an ti-embann e Frañs gant mab an aozour e-unan en abeg ma vije bet troet en un doare fall e galleg, kenkoulz hag en alamaneg. Rebechet e voe d’an embanner bezañ tennet pennadoù-skrid, livet troidigezh an istor gant doareoù eksotek, ouzhpennet bommoù… ken e voe rediet an ti-embann da sevel un eil troidigezh e galleg, fealoc’h d’ar skrid orin ar wech-mañ. Embannet e voe an droidigezh nevez e 2012. Etretant, ken bras e voe berzh al levr e Frañs, ken e voe troet ar romant en ouzhpenn ugent yezh. En o zouesk, un embannadur e saozneg er Stadoù-Unanet e 2004, da lavaret eo un toullad bloavezhioù goude gwalldaol an 11 a viz Gwengolo 2001. Ha, hervez perc’henn gwirioù an oberenn, en defe c’hoant bras Hollywood da ginnig ur film diazezet war an istor-se.
Diouganer pe romantour ?

Daoust d’ar berzh en deus graet al levr e c’heller bezañ souezhet a-wechoù pa glever an droourien o komz diwar-benn an oberenn-se. E-giz m’en defe pep hini anezhe ur sell disheñvel evit intent talvoudegezh Alamut hag e skrivagner. Evit lod ez eo ur gwir diouganer eus doareoù brezel bremañ hag eus ar sponterezh ; displegañ a ra lod all en doa c’hoant ar skrivagner da zislavarout kement ideologiezh hollek a vefe ; ha re all c’hoazh a embann en deus bet c’hoant an aozour da skrivañ ur roman dudius nemetken. Tabut bras zo bet hag a zo c’hoazh war ar poent-se etre tud arbennikaet war an treiñ, an istor hag al lennegezh. Pegen skrijus e c’hell bezañ an darvoudoù a-wechoù memes tra : ar c’hendiviz diwezhañ diwar-benn an oberenn a oa da vezañ dalc’het d’an 22 a viz Meurzh 2018 e Skol-veur Brusel ha dedennus e vije bet moarvat, ma ne vije ket bet sevenet ar gwalldaol spontusañ bet e kêr-benn Belgia dres en deiz-se… Un diouganer, pa lavaren deoc’h !
- Ar bomm-se, troet Rien n’est vrai, tout est permis e galleg, a vefe bet distaget gant penn bras ar sektenn zo anv anezhi er romant, Hassan-i-Sabbah. Dave d’ar bomm-se zo bet graet gant Friedrich Nietzsche hag implijet er c’hoarioù video Assassin’s Creed: Mirage. ↩︎



