Kelc’htro, liorzh ar bed

Rannañ a ra ganeomp Joe, ur paotr kozh, eñvorennoù e yaouankiz bet tremenet e ti Tonton Harry, liorzhour. Seul vuioc'h e tiwane Joe, seul vreskoc'h e oa yec'hed an ozhac'h. Evel ur c'helc'h, kelc'h ar vuhez, e troe ar c'houlzoù-bloaz ; p'edo Tonton Harry o vont en e eil vugaleaj e teuas Joe da vezañ un den gour o teskiñ ar vicher liorzhour. Ur goañvezh avat ez erruas Harry e penn an dalar ha Joe a gendalc'has gant an hent bet difraostet gant e donton.

Gant Valérie Kervella

Krouet e oa bet Teatr Piba e 2009 e Kemper da heul darempredoù bet skoulmet etre arzourien, komedianed, sonerien, leurennerien entanet gant ar brezhoneg. Goude bezañ aet gant hentoù disheñvel, ha bezañ graet anaoudegezh gant broioù ha sevenadurioù a bep seurt, o deus bet c'hoant kenlabourat etrezek un hevelep pal, da lavaret eo krouiñ ur c'hoariva brezhonek, a-vremañ, buhezek ha levezonet gant sevenadurioù ar bed.

Skritell Al Liorzhour gant Teatr Piba. © Teatr Piba
Skritell Al Liorzhour gant Teatr Piba. © Teatr Piba
Spered Bouddha

Diwar neuze eo bet savet strollad Teatr Piba gant Thomas hag Erwan Kloareg entanet gant broioù ar Sav-heol. Dont a ra just a-walc'h ar ger piba eus al Laos, kement ha "spered diroll" e vefe e laoseg. Krouidigezh nevez Thomas Kloareg a zouj ouzh spered ar Sav-heol gant kinkladurioù eeun, doare ul liorzh japanat. Ur wezenn noazh hag un dorgennig douar, ront evel ur c'helc'h, kelc'h ar vuhez met ivez ront evel ur mandala1, un digarez da brederiañ war buhez mab-den.

Savet eo bet pezh-c'hoari Al liorzhour doare ur mandala, ur ger sañskriteg a dalv kement ha kelc'h met ivez endro ha kumuniezh. Un diazezenn eo evit prederiañ ha soñjal ar bed a zo tro-dro deomp. Ingal a-walc'h er pezh-c'hoari e vez Joe o treiñ tro-dro d'an dorgennig douar en ur zibunañ ar c'houlzoù-bloaz, dizehan. "Nevez-amzer, hañv, diskar-amzer, goañv, nevez-amzer, hañv, diskar-amzer, goañv…" evel pa vijent mantraoù. Prest eo Joe da zegemer kelennadurezh an ozhac'h evit ma c'hellfe reiñ ivez diwezhatoc'h d'e dro ar pezh zo bet legadet dezhañ. Klotañ a ra mat spered ar pezh-c'hoari gant lavarennoù Anjela Duval, "un dever sakr, sakrañ dever a zo, eo reiñ ur yezh, ur sevenadur d'ar vugale. Hêrezh hon tud kozh an hini eo. Ur rummad n'eo nemet un hanterour. Dleout a ra reiñ e ouiziegezh d'ar rummad a yelo pelloc'h ha n'eo ket terriñ chadenn an hêrezh". Daoust m'eo ur pezh-c'hoari evit ar vugale adalek 7 vloaz, e c'hello an dud deuet kaout plijadur gant an abadenn, arouezioù a gaver er pezh-c'hoari a vo anat deomp ha na vezint ket d'ar vugale avat.

An abadennoù

C'hoariet brav eo ar pezh gant Tony Foricheur ha Tangi Daniel, diwar skrid -saoznek The gardener gant Mike Kenny, lakaet e brezhoneg gant Ninnog Latimier ha leurennet gant Thomas Kloareg. Ar c'hinkladurioù zo bet savet gant Jean-Michel Appriou hag ar bitrakoù gant Latanakone Insisiengmay. Ar pezh-c'hoari sioul, leun a furnez, a vo kinniget gant Teatr Piba adalek miz Meurzh.

Tony Foricheur ha Tangi Daniel war leurenn Al liorzhour (diwar The gardener gant Mike Kenny), produet ha kinniget gant Teatr Piba. Pezh-c'hoari adalek 7 vloaz. Abadennoù da zont : 13-14 a viz Meurzh e CLC ar Gelveneg, 30 a viz Meurzh en Ellipse e Moelan, 4-5-6 a viz Ebrel e Brest. © Anne-Sophie Zika
Tony Foricheur ha Tangi Daniel war leurenn Al liorzhour (diwar The gardener gant Mike Kenny), produet ha kinniget gant Teatr Piba. Pezh-c'hoari adalek 7 vloaz. Abadennoù da zont : 13-14 a viz Meurzh e CLC ar Gelveneg, 30 a viz Meurzh en Ellipse e Moelan, 4-5-6 a viz Ebrel e Brest. © Anne-Sophie Zika
Evit gouzout hiroc'h :

teatrpiba.com | teatr-brezhonek.org

  1. mandala : ger sanskriteg (yezh eus India, graet ganti e lidoù relijiel dreist-holl) a dalvez kement ha kelc'h, boul, endro, kumuniezh. Graet e vez ivez mandala eus skeudennoù kosmoz un doue. Savet e vezont gant tresadennoù (traezh livet alies), fin-tre ha luziet-kenañ. Servijout a reont da bediñ. Berrbad eo an oberennoù sakr-mañ peurvuiañ : distrujet e vezont goude an abadennoù preder. ↩︎
Pennad a-raok
Pennad a-heul

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù