Marv Caezar

Alc’hwezioù zo a brenn an nor evit mirout ouzh ar brizonidi da dec’hout. Alc’hwezioù zo a zigor ar spered war-zu an dieubidigezh. Ret e oa d’ar sevenourien Paolo ha Vittorio Taviani mont dreist ar rakvarnioù, kendrec’hiñ melestrourien un toull-bac’h hag ar brizonidi o-unan da labourat asambles ha kinnig ur pezh-c’hoari.

gant Tangi Legavre

Filmet eo bet diorren al labour pazenn-ha-pazenn. Klotañ a ra mat dibab an oberenn gant istorioù hiniennel ar brizonidi. Julius Caesar a zo ur pezh-c'hoari skrivet gant Shakespeare 1 600 vloaz goude ma oa bet drouklazhet an impalaer. Ennañ e kaver temoù liesseurt : ar galloud, ar feulster, ar sentidigezh, ar fealded. E toulloù-bac'h Italia e kaver kalz tud hag o deus kemeret perzh en obererezhioù ar mafia. Labouret o deus dre guzh en un aozadur e reolennoù strizh. Roet eo bet an urzh dezho, meur a wech, da lazhañ enebourien ar familh. Prederiet o deus penaos skarzhañ dre ar feulster pennoù-bras an aozadur evit kemer o flas. Poket o deus divjod ar Padre evel m'o dije graet gant o zad. Setu perak ez eo deuet ar mennozh da bPaolo ha Vittorio Taviani staliañ o c'hamera e trepas ur c'harc'har a surentez uhel. Anavezout a ra ar brizonidi ar santimantoù en em sile e kalonoù Caesar, Antonius, Brutus ha Cassius.

Bed an arz hag hini an toull-bac'h

Dedennus-tre eo lodenn gentañ ar film pa c'houlenn ar sevenourien digant ar berzhidi darvanañ an dristidigezh hag ar fulor. TarzhaÒ a ra identelezh pep hini dre ar skramm. Gwenn ha du eo ar film tra ma sellomp ouzh al labour hag ar pleustradegoù en toull-bac'h. Liesliv e teu ar film da vezañ an deiz m'eo kinniget ar pezh-c'hoari da familhoù ar brizonidi. Fellout a ra d'ar vreudeur Taviani lavarout ez eo an arz ur bed estren, distag diouzh buhez pemdeziek an toull-bac'h. Arabat eo disoñjal ez eus kalz rannyezhoù en Italia. Goulenn a ra ar sevenourien digant an aktored a-youl vat mirout o fouez-mouezh. Brutus a gomz kalabreg da skouer.

Anat eo en deus degaset al labour-se kalz traoù d'ar brizonidi peogwir e ouzont bremañ e c'hellont deskiñ Shakespeare dre eñvor. Komprenet o deus istor o bro, an darempredoù etre an impalaer, ar sened hag an noblañs.

E dibenn ar film ez eus deuet unan anezho da vezañ un aktor a vicher goude bezañ bet digastizet. Er c'hontrol, trist-kenañ eo frazenn diwezhañ ur prizoniad :

"Goude bezañ tañvaet an arz ez eo deuet ma c'hell da vezañ un toull-bac'h".

Da betra e servij kaout divaskell ma n'heller ket nijal ?

Cesare deve morire gant Paolo ha Vittorio Taviani (2012). DVD embannet er C'hwec'hkorn gant France Television Distribution.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù