Pemp kantved zo e varve e kastell Clos-Lucé en Amboise, Leonardo da Vinci, pimpatrom an arzour meur eus an Azginivelezh. Livour, met ivez skiantour, ijinour, kêraozour ha skrivagner. Diaes e ve kavout un dachenn ha na vefe ket bet ergerzhet gantañ. Bamet e vezer atav dirak an taolennoù marzhus deuet betek ennomp ha dirak an ijinadennoù a oa en e benn, goude ha ma voe ret gortoz meur a gantved a-raok ma teufent da wir. gant Fulup Lannuzel Bet ganet e 1452 en ur gêr vihan, Vinci, e-kichen Firenze en Italia. Ur bastard e oa, mab d’un noter pinvidik ha
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



