Ar mikroboù n’int netra, an dachenn eo a gont

gant Tangi Legavre

Chom a ra an den fur hep ober traoù diboell. Ne fell ket dezhañ plantañ tan e-barzh an ti emañ o vevañ ennañ. Ne fell ket dezhañ diskourrañ ar wezenn a ziwall anezhañ gant he skeud pa vez kriz an heol. Ne fell ket dezhañ debriñ ar yar a ro vioù lipous dezhañ. War a seblant, n’eo ket fur ar viruzoù. Bresk int tra ma vezont o tarnijal, gwallgaset gant ar barradoù avel. Edan un nebeud eurvezhioù e vezont lazhet gant skinoù an heol. Pa gavont un den hegarat a-walc’h evit reiñ goudor dezho, petra a reont ? Lieskementiñ a reont betek ma vo trevadennet an organeg en he fezh. Eeun eo an disoc’h. Mervel a ra an den, mervel a ra ar viruzoù. Digomprenus eo o emzalc’h. Luzietoc’h eo o aozadur diabarzh eget hini ar bakteri. Gouzout a ouzont emdreiñ hervez kemmoù o endro. Dleout a rafent kavout ur c’hempouez, un diorren padus : tennañ splet eus an organegoù hep lazhañ anezho. Estreget ar viruzoù zo deuet da vezañ mailhed war distruj o goudor. Heñvel eo feur kreskiñ an denelezh ouzh hini ar viruzoù. Eeun eo an disoc’h. Saotret eo an dour. Steuziet spesadoù loened ha plant diwar-c’horre ar blanedenn. Dont a ra ar c’houmoul da vezañ pistrius. Erru d’ar poent-se e ra an dud strivoù e-leizh evit mont da drevadenniñ planedennoù all peogwir e ouzont eo bresk o dazont amañ, ken bresk ha dazont ar viruzoù pa grog skevent un den da labourat en aner. “Mab-den” eo anv kleñved an Douar. Marteze ez eus ur bodad skiantel, skoachet e biojoù hor galaksienn, hag en deus divizet bac’hañ annezidi an Douar rak ne fell ket dezho ez afe an dud da blantañ reuz war vedoù all. Savet o deus un hed surentez sokial etreplanedennel. Setu perak e chom mut an egor. Emañ ar C’huzul Skiantel o c’hortoz un emdroadur pozitivel eus perzh Mab-den. Tra ma vo o toullañ e hent diroll e vo skoachet e zaoulagad gant ur maskl. Diaes eo sellout ouzh ar stered drezañ.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù