Enkadenn coronavirus 2019, efedoù warnomp ha war hor yezh

gant Skipailh Bremañ

Ur maread strafuilhus-meurbet emañ ar braz eus an dud war an Douar o vevañ abaoe meur a viz. E niv. 424 Bremañ e oa bet embannet ur pennad war ar c’hleñved-red gant ur sell istorel (Santig Du hag ar c'holera). Hiziv emaomp holl o vevañ un astenn d’an darvoudoù-hont, kaset gant red (tousmac’hus) ar viruz. Penaos o deus gellet ar re a bled bemdez gant ar brezhoneg klasket talañ ouzh an enkadenn badaouus-se diouzh ar gwellañ ? Sed ar soñj zo deuet deomp evit magañ teuliad an niverenn-mañ. Pevar zesteni a gavot gant tud a zo e penn aozadurioù brezhonek, war ar c’helenn (Kentañ derez Diwan, Skol an Emsav), an embann (Ti-Embann ar Skolioù) hag ar c’hleweled (France 3 Breizh). Re all a c’hello bezañ ouzhpennet en niverennoù da zont, evel-just.
Ar pezh en deus marteze lakaet splannoc’h c’hoazh an enkadenn yec’hed eo breskter hor yezh. E red ar freuz e soñj an dud er pep retañ da gentañ. Daoust hag emañ ar brezhoneg e-touez perzhioù pennañ buhez ar braz eus ar Vretoned ? Nebeutoc’h a abadennoù da sellet pe da glevet digant mediaoù zo, diaesoc’h ha luzietoc’h al labour kelenn, an diouer a vinvioù teknologel uhel evit talañ ouzh an “digenvez yezhel”… Ezhommoù zo deuet da vezañ krisoc’h moarvat. Diskoulmoù efedusoc’h a zeuio diwar-se marteze.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù