Soñj & disoñj miz Ebrel 2020

Er rann « Soñj & disoñj » e venegomp ar pezh a gaved da lenn e pajennoù ar gelaouenn Bremañ dek, ugent ha tregont vloaz zo.

gant Dorian Clerbois
Golo Bremañ 100, 30 vloaz zo e miz Genver 1990
Golo Bremañ 100, 30 vloaz zo e miz Genver 1990

30 vloaz zo > Genver 1990 > niv. 100

Boikot an niveridigezh

Àr-dro dibenn miz C’hwevrer 1990 e oa bet niveret poblañs ar Stad c’hall. Kenurzhierezh Sevenadurel Breizh en doa goulennet diget ar Vretoned kar-o-yezh boikotiñ an niveridigezh ha chom hep respont ar muiañ ar gwellañ. Evit gwir e oa bet goulennet get Bretoned zo embann follennoù-goulennata e brezhoneg. Nac’het e oa bet get an INSEE. Ne vehe ket bet posupl kar an dud a vehe bet “beuzet” get re a follennoù herveze. È welet ur respont ken digredus e oa bet aozet boikot an niveridigezh get Komite Breizh Europa é c’houlenn doc’h an dud gober respontoù faltazius, respont e brezhoneg, nac’h respont, sevel manifestadegoù… Hag àr-lerc’h, evit ar re o doa boikotet, lakaat da c’houiet e oa bet graet ar boikot gete, pouezañ àr strolladoù arall evit ma voikotehent ivez, brudañ ar stourm… Get broioù arall e oa bet kaset ar memes stourm : Elzas, Okitania, Katalonia… Hiniv an deiz e vez boikotet an niveridigezh c’hoazh peogwir nend eus ket an tu c’hoazh da gaout goulennaouegoù e brezhoneg… Komañs a ra da vout hir èlkent !

Golo Bremañ 220, 20 vloaz zo e miz Genver 2000
Golo Bremañ 220, 20 vloaz zo e miz Genver 2000

20 vloaz zo > Genver 2000 > niv. 220

Ar 35 eurvezh

Er blezadoù 2000 e oa krog Lionel Jospin da lakaat war-sav ar 35 eurvezh dre sizhun. Ar reol-se a oa nemet evit an embregerezhioù oc’hpenn 20 labourer enne e penn kentañ met soñjet e oa c’hoazh lakaat ar re vihanoc’h edan ar memes reol e-raok ar 1 a viz Genver 2002. Tabutoù bras (hag hir-tre dreist-holl) a oa bet etre ar batroned hag ar sindikadourion evit bout sur e ouehe petra gober ar labourerion get o euriadoù dibrez oc’hpenn. Soñjit ’ta er paourkaezh proletourion kollet get kement a euriadoù dibrez… Hiniv an deiz, ha mui-oc’h-mui a-c’houde prantad ar c’henfiniñ e vez adlakaet ar gaoz a-ziàr seurt traoù. Tabutoù ag ur c’hantved arall pe dost. Hervez tud zo eo bet diskoachet get ar labourerion madoberoù ar labour a-bell a vehe an doare gwellañ d’en em aozañ (s.o. ar pennad Adieu les 35 heures, bonjour le temps choisi get Entreprendre.fr). En em c’houlenn a reer doc’h pesort labourerion zo bet savet ar goulennoù-se... Ugent vlez zo e oa bet un danvez-tabut hag hiniv e lâront deomp e vehe gwell monet àr-gil e-raok monet àr-raok. Chom a ra da c’houiet betak e-men e vo ret kilañ….

Golo Bremañ 340, 10 vloaz zo e miz C'hwevrer 2010
Golo Bremañ 340, 10 vloaz zo e miz C'hwevrer 2010

10 vloaz zo > C'hwevrer 2010 > niv. 340

Mano Solo aet da Anaon

En niv. 340 e oa bet lakaet ar gaoz war Mano Solo, kanour marvet an 10 a viz Genver 2010. Gant tamm bruderezh erbet e oa aet da vout ur c’hanour mil anavet hag heuliet get e bublik betak fin e vuhez. Dre e ganaouennoù èl Pas du gâteau, Je suis venu vous voir pe c’hoazh Au creux de ton bras e tiskoueze d’an dud e stourm a-enep ar sida (a oa àrnañ a-choude 1986) hag ur c’hoant bras da vevañ ha da gas ar marv da sutal. Klask a rae lakaat an dud da gompren e oa ar sida un tamm ag ar vuhez evit ur bochad tud ha nend oa ket da lakaat en ur ghetto pe da zroukpreg war ar re dapet get ar c’hleñved-se. Skrivet en doa ur levr ivez hag a zisplege tamm-pe-damm e vuhez p’en doa gouiet e oa klañv get ar sida. Livour ha tresour e oa ivez. Berr-ha-berr, un arzour a-feson hag en doa traoù da lâret ha da gontañ. Kenavo kamalad ! Hag èl ma veze plijet é lâret : “Bevet an dispac’h !”

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù