Abaoe 1945 ne oa ket bet a wir vrezelioù etre broioù bras o levezon war ar bed a-bezh. Kemm zo. En ur aloubiñ Ukraina, d’an 24 a viz C’hwevrer 2022, he deus digoret Rusia ur mare a freuz hag a reuz evit ar bed a-bezh. Ur mantr eo evit Europa, ken evit Ukraina ken evit Rusia. Ne vo nemet kollerien war hor c’hevandir. Mar bez gounezerien, emaint e lec’h all. Emañ geopolitikerezh ar bed o kemmañ afo. Ar reizhiad-bed a seblante mont war unvanaat goude freuzidigezh an Unaniezh soviedel e 1991. Kinnig a ra en em rannañ etre daou vloc’had
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.