Ezhomm kened a zo !

gant Fulup Lannuzel

Goude an niverenn 446 gouestlet d’ar brezhoneg ha d'ar skiantoù, e kinnigomp deoc’h un teuliad diwar-benn ar brezhoneg hag an arzoù. Brudet eo luskad istorel ar Seiz Breur war an dachenn-se. Dres, en ur aozañ an diskouezadeg PevarzeK warlene, e oa mennet an arzourien a vremañ d’en em lakaat keñver-ha-keñver gant o diagentourien. En hon teuliad e kinnigomp tri arzour a zo stag o obererezh e doare pe zoare gant ar brezhoneg, hag int disheñvel-bras o oberoù : ur grafour ha luc’hskeudenner a glask liammañ e boltriji ouzh haiku brezhonek. Ha pa vefe levezonet gant tud evel Jeanne Malivel pe Pêr Peron, ez a da « furchal e pep lec’h », e dremm ar vro hag er bed a-bezh ivez.
Ul livourez a zo anezhi ur varzhez hag ur skrivagnerez ivez. Dre ar gevredigezh hag ar saloñs bet savet ganti he deus roet tro da lakaat ar brezhoneg war ziskouez. Eviti ez eo a bouez e ve un ‘ti an arzourien’ e Breizh hep tremen dre emell ret Pariz. Un adeiladourez a ginnig sevel tiez hag ekokarterioù gwriziennet-kaer e Bro-Dreger, ken dre an doujañs d’an endro ken dre implij danvezioù naturel. Goulenn a ra an hevelep doujañs digant ar pratikoù a labour evito. An teir skouer-se, pegen disheñvel bennak e vefent, a ziskouez ez eo bev ar c’hoant d’ar gened gant Breizhiz. Salv ma vint niverus-oc’h-niverus, peadra da reiñ lañs d’an arzourien vrezhonek.

Skrivit ganeomp !

Ur sell dibar, goapaus pe lemm ha didruez a daolit ouzh ar vuhez hag ar gevredigezh a vremañ ? Entanet ha barrek oc’h war un danvez resis ? Ur rubrikenn pe ur gronikenn ho pefe da ginnig ? Deuit e darempred ganeomp hep gortoz pelloc’h ! Lec’h a vo graet deoc’h, a-dra-sur, d’ar re foll ha d’ar re fur.

Embannit ho soñj

Digor eo ar sontadeg enlin­­enn diwar-benn stumm ha danvez ar gelaouenn. Sikourit ganeomp da gom­pren fraeshoc’h ar pezh ema­oc’h o c’hortoz lenn en ho kelaouenn !
Sekretouriezh embann Bremañ : brezhoneg.breman@skolanemsav.bzh 

Pennadoù peuzheñvel

Pennadoù nevez

Levrioù