gant Tangi Legavre
Duañ ar bajenn wenn ha lakaat anezhi da vezañ ur romant pe ur varzhoniezh. Aozañ an notennoù ha lakaat anezho da vezañ un ton. Meskañ al livioù glan ha lakaat anezho da vezañ un daolenn. Dre awen an arzour e teu da vezañ an danvez pe ar gwagennoù un oberenn. En arvar emañ awen an arzourien. Penaos reiñ un dalvoudegezh d’o oberennoù ha mirout strizh o gwirioù warno pa c’hell un naouegezh artifisiel eilañ o doareoù-skrivañ, o doareoù-livañ ? Un oberenn dibar eo labour un arzour pa’z eo frouezh e sell ouzh ar bed. Un douelladenn eo oberennoù an naouegezh artifisiel pa glaskont tizhout kizidigezh an arvesterien o treuzwiskañ an unanded arzel gant al lies a arouez niverel.
Skrivit ganeomp !
Ur sell dibar, goapaus pe lemm ha didruez a daolit ouzh ar vuhez hag ar gevredigezh a-vremañ ? Entanet ha barrek oc’h war un danvez resis ? Ur rubrikenn pe ur gronikenn ho pefe da ginnig ? Deuit e darempred ganeomp hep gortoz pelloc’h ! Lec’h a vo graet deoc’h, a-dra-sur, d’ar re foll ha d’ar re fur.
Embannit ho soñj
Digor eo ar sontadeg enlinenn diwar-benn stumm ha danvez ar gelaouenn. Sikourit ganeomp da gompren fraeshoc’h ar pezh emaoc’h o c’hortoz lenn en ho kelaouenn !
Sekretouriezh embann Bremañ : brezhoneg.breman@skolanemsav.bzh



