E miz Mae 1939 e oa bet embannet gant Jacques Benoist-Mechin (1901-1983) ul levr diwar-benn Ukraina dindan an titl Ukraina, tasmant Europa1, d’ur mare ma ne oa ket kalz a dud o soursial ouzh dazont ar vro-se. A-boan ma oa bet klevet kaoz eus ur Stad ukrainat, ken berr ma oa bet ar prantad emren – etre ar bloavezhioù 1918 ha 1920 – ha ken tenn ma oa bet an darvoudoù eno d’ar c’houlz-se : armeoù ukrainat, alaman, poloniat, gwenn2, ruz3 ha du4 zoken a oa bet o stourm an eil ouzh egile evit brasañ gwall ar vro a oa o tiwanañ.
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



