Evel gant kalz pobloù en Europa ez eo bet an XIXvet kantved mare an azginivelezh vroadel en Ukraina. Diazezet e voe war ul liamm kreñv etre ar sevenadur pobl hag an arzourien. Mont a reas ar re-mañ da zastum tonioù ha sonioù an dud diwar ar maez. Kement-se a vago ar varzhoniezh hag ar sonerezh ouiziek. gant Fulup Lannuzel Greomp anaoudegezh gant tri haroz eus ar prantad-se : ur barzh-kaner, ur barzh-livour hag ur sonaozour. Tri den hag o devoe kudennoù gant an impalaeriezh tsarour a glaske rusianekaat Ukraina : netra nevez dindan an heol ! Ostap Veresaï, barzh-baleer Bez Mykola Vitaliyovych Lysenko
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



