Daniel Jekel, mouezh an dud hag ar vro

Dre ur podskignad nevez, e brezhoneg penn da benn, ez eomp da zispenn roudoù un animatour radio, graet gantañ enrolladennoù prizius-tre er bloavezhioù 1980. Soubañ a reomp en ur yezh pinvidik-mor, ha klevet testenioù dreistordinal, kinniget gant Sevenadurioù (BCD). Anvet eo bet er rummad “Teulfilm” er Celtic Media Festival 2026 e Belfast, kêr-benn Norzhiwerzhon. E penn kentañ miz Even eo bet roet an disoc’hoù.

Ur pennad skrivet gant Anna Kere

« Bet ‘oan bet er radio evit ober un esae, hag eizhtez goude-se, lavaret ‘oa din ober un abadenn. A, Feiz te ’lâr ! A, Feiz te ’lâr ! Aze ‘oa bec’h war ma gorre. Met dav ‘oa komañs neuze ! Met n’anavezen tra ‘barzh ar vicher-se, te ‘oar ! » Setu penaos e kont Daniel Jekel e peseurt mod e oa krog da anavezout ur vicher nevez, e 1982  : hini un animatour e brezhoneg war gwagennoù ar radio divyezhek publik nevez, Radio Breizh Izel, deuet da vezañ ICI Breizh Izel hiziv. 

Penn kentañ un avantur vras eo bet evit an den, koulz hag evit e selaouerien. Etrezo ez eus bet skoulmet ul liamm kreñv a-hed ar bloavezhioù, d’ar c’houlz ma oa c’hoazh ar brezhoneg yezh ar pemdez evit ul lodenn vat eus an dud e Breizh-Izel. Ouzhpenn kalite ar yezh a glever e kaver ivez un testeni brav-tre eus ur gevredigezh diwar ar maez, bevet ganti cheñchamantoù bras an XXvet kantved. Diwar an danvez-se ez eus bet savet ur podskignad nevez, produet gant ar gevredigezh Sevenadurioù/Bretagne Culture Diversité (BCD) ha sevenet gant ar c’hazetenner Tudi Crequer. Petra eo pal ar podskignad ? Reiñ da glevet an enrolladennoù-se, sklêrijennet gant evezhiadennoù klaskerien skol-veur Brest ha tud a vicher, eus bed ar radio pe eus tachennoù all. 

Testenioù dibar

Evit e gelaouadennn gentañ e oa bet Daniel Jekel betek bro e vamm-gozh, er vro Vigoudenn, evit ober ur pennad-kaoz gant ur vroderez eus Pont-’n-Abad. Tamm-ha-tamm eo bet kresket e damm tachenn gant an animatour hag eñ ha mont da Vro-Dreger ha da Vro-Gwened. Bet eo war an inizi zoken : Enez-Eusa hag Enez-Sun. Mont a rae ivez Daniel Jekel da welet “Tintin Mari’’, Marie Dagorn, ur ganerez kozh eus ar C’hap, gounezet ganti priz kentañ Kan ar Bobl e 1981. 

Testenioù dibar zo bet enrollet gant an animatour yaouank. En o zouez ez eus ur pennad-kaoz gant Gwilhom Provost, bet soudard er fozioù-brezel e-pad ar Brezel Bras, istor ur wiliouderez eus Korle pe testeni ur vaouez war Enez-Eusa. Istor merc’hed a zo kalzik ivez. An Itron Manac’h, eus Mêl-Karaez, he deus kontet ouzh mikro Daniel Jekel pegen didruez e oa ar gevredigezh ouzh ar merc’hed dizimez o doa bugale. Bez e c’helle ar selaouerien pellgomz war-eeun er radio ivez. « An dud a blije dezho klevet ur brezhoneg ken brav, hag ar radio a oa pouezus evito, eme Chann An Ostiz, hag a oa he micher respont d’an dud a gustume pellgomz e-kerzh an abadenn. D’ar Sul d’an noz ‘oa gwelloc’h ganto selaou Daniel evit sellet ouzh an tele ! Kaozeal gant Daniel, ya, an dra-se a blije kalz dezho, ya ! » Er c’hentañ lodenn eus an abadenn e oa un doare c’hoari ma c’houlenne Daniel Jekel un nebeud gerioù brezhonek digant an dud. Berzh-abominapl a rae ar frapad-se :  ar wech kentañ ma c’helle an dud tapout krog e-barzh o zelefon ha komz e-barzh ar post bihan e yezh o c’havell. 

E fin miz Genver 2026 e oa bet kinniget ar podskignad-mañ da-geñver ar gouel Longueur d’ondes e Brest. (BCD / Gwirioù miret strizh)

Un emgav er festival Longueur d’ondes e Brest

Herbec’hiet e oa bet an enrolladennoù prizius-se e skol-veur Brest hag e ti Dastum da gentañ. E Ensavadur broadel ar c’hleweled (Institut National de l’Audiovisuel, INA), e Roazhon, emaint bremañ. Er gouel Longueur d’ondes, ur festival radio bras e Brest, e oa diwanet raktres ar podskignad-mañ : tud BCD, asambles gant an INA hag ar CRBC (Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek, skol-veur Brest) o deus soñjet e vefe brav lakaat an dielloù-se da vezañ gwelloc’h anavezet. Ur wech ma oa bet skrivet ar raktres, Tudi Crequer, bet kazetenner radio, en deus asantet diouzhtu seveniñ ar podskignad. Un den tomm ouzh an enrolladennoù kozh eo : o prientiñ emañ un dezenn diwar-benn an enrolladennoù kentañ e brezhoneg war rolladennoù koar, evit skol-veur Roazhon 2 hag ar BNF (Levraoueg vroadel Frañs). Labouret en deus gant ar sonaozer Bastien Lambert evit reiñ ul liv ispisial d’ar podskignad ha heuliet eo bet ar raktres penn da benn gant Anna Kere (BCD). Dibabet en deus BCD kinnig daou stumm : unan e galleg hag unan e brezhoneg gant un treuzskrivadur evit pep rann. Ar bloaz-mañ eo bet anvet ar podskignad e Celtic Media Festival Belfast, er rummad “Teulfilm”, ha kinniget e vo da selaou e salioù zo e Breizh er mizioù da zont.

Selaouit ar podkast-mañ war Youtube :
  1. L’écho d’un monde qui disparait : rann 1
  2. “Allo, Daniel ?” La richesse des parlers bretons : rann 2
  3. Le trésor des chansons populaires : rann 3
  4. A l’écoute d’une langue et d’une histoire populaires : rann 4

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù