Abaoe m’eo bet klevet trouz spouronus ar brezel eo paket ar broioù tost gant an anken. Gant lod ez eo gant gwir abeg pa soñjer e vez kaoz deus « an estrenvro tost » gant Vladimir Poutine, a soñj dezhañ ez eo ar broioù bet en URSS takad levezon naturel Rusia. gant Julien Meffre E Bukarest emañ ar c’hazetenner George Scripcariu o chom. « Labouret ‘m eus gant meur a vedia disheñvel, gant an tele broadel, gant ar radio hag e-giz kazetenner dre skrid ivez. » Arbennigour eo war ar geopolitikerezh, ha war an tachennoù goudesoviedel dreist-holl. Liammoù kreñv en deus George gant Ukraina
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



