Kure Brelevenez | Fañch an Uhel
Al Liamm – 5 €
Gwen Le Normand
Marv eo kure Brelevenez, ha farsus an istor da lenn koulskoude, abalamour d’ar gwallzarvoud c’hoarvezet d’ar paourkaezh beleg a oa tommoc’h ouzh ar merc’hed hag ar boeson eget na oa ouzh an Aotrou Doue, met n’eo ket ken disheñvel-se diouzh ar re all, a ro an aozer da gompren. An dud d’ar mare-se ne oa ket ken digor o spered diwar-benn an traoù a c’hoarvez e-barzh ur gwele kloz hag hirie ne vez ket gwelet mat tresañ ken orgedus ar merc’hed pa vez diskouezet paotred kalz ordinoc’h. Broud-skrivañ Yod Kerc’h a-benn ar fin.