An teñzor glas

gant Tangi Legavre

Par d’an aour eo an dour. Pa ra glav e kresk ar plant hag ar gwez. En em silañ a ra en douar, er reier, o c’hortoz ar mare da strinkañ er-maez e stumm un eienenn. Petra eo al laezh paneve dour ha geot treuzfeurmet gant ur vuoc’h ? Er c’hantvedoù tremenet e veze aozet al labour war ar maez diouzh dispak al lec’hioù gleb. Pa veze rouez an dour en abeg da zoare an douar, kleiz e bro Caux (Normandi) da skouer, e taole pled ar gouerien ouzh ar poulloù dour. Pep ti-feurm en doa unan war e dro, gwarezet diouzh saotradur ar chatal ha skinoù kriz an heol. Plankennoù koad a veze staliet eus ribl ar poull betek e greiz evit tizhout an dour glan. Lec’hioù all e Normandi a oa douret mat ha ken druz e oa ar geot ma c’helled klevout anezho o kreskiñ. Diaes e oa ijinañ d’ar c’houlz-mañ diorren spesadoù eus broioù Afrika e Norzh ha Reter Bro-C’hall. Bremañ emañ ar sorgo diouzh emdroadur an hin. Ne c’houlenn ket kalz dour, n’eo ket bresk dirak freuz an amprevaned, ne zeu ket trenk ar saout en o stomokoù ganto. Dont a ra da vezañ an dour ur prof skuilhet gant pizhoni. Petra a ra doueed an neñv ? Gellout a reer aspediñ anezho dre sankañ troad ur groaz en ur feunteun aet da hesk, pe dre gizellañ ur varzhoneg en enor Demeter ouzh mogerioù he santual. An dud dister o feiz, hiziv an deiz, a gav gwelloc’h kas ur fuzeenn war-zu an oabl, leun gant iodidenn argant pe dourenn azot, evit lakaat dour ar c’houmoul da c’hlizhenniñ. Ur  gennad nevez zo war sevel. Kompren reolennoù diabarzh an hin hag implijout anezho en un doare greantel a vo spletus bras d’ar vro a vestronio an teknikoù-se. Abaoe tregont vloaz emañ skiantourien ar Stadoù-Unanet o klask mont war-raok e bed an ionosfer (gwiskad aer etre 60 ha 1 000 km a-us d’an douar). Fellout a ra dezho dastum ditouroù diwar-benn an arnev magnetek a zo ur gudenn evit ar rouedadoù tredan hag an eskemmoù gant al loarelloù. Tud zo o deus skrivet e vefe mat d’ar Stadoù-Unanet kaout un arm gouest da vestroniañ an hin. Ret eo anzav n’eo ket efedus. E 2022 e vo bras-spontus an eostadoù e Rusia a-drugarez d’an dour a zo kouezhet e koulz war he fradeier. Ma vefe gant an Amerikaned un arm a c’hell mirout ouzh ar c’houmoul da c’hlizhenniñ, n’o deus ket implijet anezhañ a-enep Rusianed. Ur vartezeadenn all : emañ an arm etre daouarn soudarded Rusia. Setu perak ne ra ket glav ken war izili an AFNA1.

  1. Aozadur feur-emglev Norzh Atlantel : OTAN, Organisation du traité de l’Atlantique Nord. ↩︎

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù