gant Samuel Julien
D’ar 24 a viz C’hwevrer 2022 en doa tarzhet ar brezel en Ukraina… ha sed aze peadra da zegas spont en Europa en-dro. Hag en arvar emañ broioù all Europa pa vefe da skouer Moldova, Roumania pe Estonia ? Lec’h zo da vezañ ankeniet pa glever testenioù tud evel George Scripcariu pe Sergiu Matraguna. E Breizh zoken e vez santet levezon ar brezel hollek, pa vefe dre hanterouriezh ar brezel kenwerzhel – priz ar gwinizh-du na pa vez ken – pe brezel ar mediaoù dre ar c’heleier faos-difaos. Ha piv en deus ar muiañ da goll e gwirionez ? Ukraina, anat deomp, gant he miliadoù a dud lazhet, gloazet ha dindan ar bec’h… met daoust hag-eñ ne vefemp ket, ni ivez, broioù europat, dindan ur bec’h all ? Ur bec’h skañvoc’h a-dra-sur, met gant degouezhioù a bep seurt a c’hellfe lakaat ac’hanomp holl diaes ? Eus hon identelezh evel Europiz zo kaoz evel-just, evel ez eus kaoz er brezel-mañ eus an identelezhioù ukrainat ha rusian dreist pep tra. Stourm kalet he deus graet Ukraina kerkent hag en XIXvet kantved, pa vefe dre hanterouriezh arzourien evel Taras Chevtchenko, Ostap Veresai pe Mykola Lyssenko, hag a-hed hec’h istor evit ma vefe eus bro Ukraina, ha n’eo ket a-enep Rusia nemetken. Ur stourm da gas evit pell c’hoazh…



