Er rann « Soñj & disoñj » e venegomp ar pezh a gaved da lenn e pajennoù ar gelaouenn Bremañ dek, ugent ha tregont vloaz zo.
gant Olier ar Mogn
30 vloaz zo > Gwengolo 1992 > niv. 132
Rocard aet hebiou
E 1992 e oa bet dalc’het skol-veur hañv mignoned Rocard e Kemper e miz Eost. Danvez ur prezidant ar Republik a oa ennañ d’ar mare-se. Savet e oa c’hoant e dileuridi ar skolioù Diwan d’en em gavout gant ar politikour neuze ha goulenn outañ e pelec’h e oa chomet sac’het gwirioù ar brezhoneg ha peseurt politikerezh a ginnigfe-eñ evit ar yezhoù « bihan ». Ne oa ket bet tu d’an 60 den bennak da vont e-barzh ar sal avat. Ur servij urzh hag un toullad archerien a oa ouzh o gortoz, kinniget e voe un emgav gant ur c’huzulier bennak dezho. Nac’het e voe gant dileuridi Diwan. E-keit-se e sache an ao. Rocard e skasoù dre un nor a-dreñv.
Un emgav a voe tapet memes tra, an deiz war-lerc’h, e prefeti Kemper dre hanterouriezh Yves Dollo ha Pêr-Ivon Tremel, kannaded eus Aodoù-an-Arvor. Gortoz a raed neuze ur gwir statud evit ar skolioù Diwan hag o implijidi.
20 vloaz zo > Gwengolo 2002 > niv. 251
Un distro start
Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg a oa bev d’ar poent-se ha diskuliañ a rae e peseurt mod e veze graet d’ar poent-se evit digalonekaat an danvez skolaerien hag evit frikañ ar brezhoneg. Daoust ha cheñchamant zo bet kement-se abaoe ? Votet e oa bet testennoù da vare Jack Lang met « n’eus bet savet lezenn wirion ebet ha n’eus bet kinniget cheñchamant ebet d’ar Vonreizh, evel-se e c’hell ar skridoù o tennañ d’ar c’helenn divyezhek bezañ taget diehan evel ma tiskouez diviz diwezhañ ar C’huzul-Stad ».
Anv a oa ivez eus Magic Tour SLB (Strollad Labourerien Breizh) en niverenn-se. Graet e dro Breizh gant ar sindikad nevez savet dre Garaez, Gwened, Naoned, Roazhon, Montroulez, Kemper… 25 kêr etre tout. 200 den bennak a oa d’ar mare-se en SLB. « Breizh ne vez ket kemeret a-walc’h e kont gant ar sindikadoù all evit a sell ouzh ar brezhoneg, ouzh Naoned e Breizh pe ouzh traoù hag a zo anat deomp met n’int ket anat tamm ebet d’ar re all ». Hiziv an deiz n’eus mui sindikad breizhat ebet.
10 vloaz zo > Gwengolo 2012 > niv. 371
Hon Istor : alc’hwez hon dazont
Gouestlet e oa teuliad niverenn Gwengolo 2012 d’an Istor. « Anavezout pe bezañ emskiantek eus Istor tud o bro zo unan eus ar c’hammedoù kentañ a rank ar pobloù ober evit klask mestroniañ o amzer da zont ». En niverenn e oa bet kinniget tud ha darvoudoù arouezius eus ar spered bet o ren didorr e Breizh abaoe ma oa bet peurstummet. Emgann Yenglenn en IXvet kantved, Alan Varvek en Xvet, gwazoniezh Arzhur III, Yann IV ha Janed Pentvr er XIVvet. Roue Bro-C’hall bet o klask perc’hennañ ur vro ne oa ket mestr warni. La Chalotais ha La Rouërie en XVIIIvet kantved. « Plijout a ra ar jakobinouriezh kement d’ar re wenn ha d’ar re c’hlas pa vezont gall ». Gwenn-ha-Du e 1932, tarzhet delwenn arem Anna Vreizh war he daoulin e Roazhon.
E 2022 e lakaer delwenn Loeiz XIV, bourev Breizh, da zistreiñ da Roazhon e mirdi an arzoù-kaer. Ha pell e chomo eno ?