Ouzh skleur an noz

Ouzh skleur an noz, 260p, 14€
Gant Jerom Olivry, emb. Al Liamm

gant Maksim Touzé

E-barzh al levr-mañ ez eus peadra evit daou seurt tud : ar re blijet gant an istorioù moliac’h hag ar re blijet gant an istorioù polis. Ha dont a ra brav ar mesk-se. A bep eil en em gaver gant un istor muntr c’hoarvezet e 1982 e Bro-Dreger, heuliañ a reer Louan Simon, enseller, o klask diskoulmañ un afer hag a zeu da vezañ luzietoc’h-luzietañ ha da heul un istor sunerien-wad hag a grog e 1776, pe abretoc’h zoken pa vez kaoz eus eñvorennoù. Tamm-ha-tamm e tostaer eus mare an istor muntr. Ha plijus eo ar mod m’eo bet savet al levr rak broudañ a ra ar spered da glask al liammoù etre an daou istor, n’haller ket chom hep klask empennañ. Gant an diskoulm e fin an istor evel-just. Gant istor ar sunerien-wad e santer ur sell abegiñ war ar bed a-vremañ o welet emdroadur mab-den a-hed ar c’hantvedoù. Kavet em eus plijus ivez deskrivadurioù bed ar sunerien-wad, penaos e vez aozet ur vuhez kenstur d’an dud boas. Romant kentañ Jerom Olivry eo ha deuet eo brav gantañ. Ra gendalc’ho war an hent-mañ.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù