Splujañ e mirdi La Flore

Ma'z eus ul lec'h n'omp ket kustum da weladenniñ eo diabarzh ul lestr-spluj. Piv en deus bet tro da vont e-barzh unan dija ? War-bouez ar vartoloded a vicher n'eus ket ac'hanomp. Koulskoude, ma fell deoc'h mont e-barzh ur splujerez ha gouzout petra eo ar vuhez dindan-vor a c'hellit en ober en Oriant. Abaoe miz Mae 2010 eo digor dorioù mirdi La Flore, staliet just e-kichen bonn al listri-spluj ha Kêr ar bageal. Ur mirdi kentelius, evit gwelet penaos e vev hag e labour martoloded al listri dibaot-se.

gant Joan Bizien

Don eo roudoù an Istor e kêr an Oriant. Hini an 20vet kantved dreist-holl. Perzhioù ar mor hag ar bigi zo ken bras all. Se zo kaoz ez eus bet divizet sevel mirdi La Flore e-kichen bonn splujerezioù Kêroman. "Ul lestr-spluj eus ar Brezel yen eo La Flore" eme vMylène Huguet e karg eus ar mirdi. "Dibabet hon eus lakaat war wel un tamm eus hon istor etre 1964 ha 1989. P'eo bet dizarmet La Flore eo bet moret en-dro e porzh an Oriant. Kavet hon eus talvoudus treuzfurmiñ anezhi en ur mirdi evit lakaat ar re vras hag ar re vihan da gompren penaos e veve an 50 martolod e-barzh ul lec'h strizh a-walc'h, 58m a-hirder war 7m ledander ha 5m uhelder, ha dindan ar mor. A-raok mont e-barzh al lestr-spluj e tremen ar weladennerien e-barzh ur savadur brasoc'h e-lec'h ma vez displeget mat kement  tra zo" emezi.

Porzh an Oriant

Kregiñ a ra ar weladenn e-barzh ul logell bonn splujerezioù, enni skrammoù o tiskouez istor an Oriant ha perak ez eus bet divizet, a-hed an Istor, sevel aveadurioù evit ar merdeiñ, an arme hag ar morlu eno. "Goude-se hon eus kempennet meur a gornad disheñvel, evit diskouez penaos e vev ar vartoloded e-barzh ul lestr-spluj war ar pemdez" eme vMylène Huguet. Penaos e vez meret an energiezh, penaos e vez adnevezet an aer, petra a vez debret, penaos ober evit en em walc'hiñ...  Gant filmoù, gant traoù a denn da vuhez an dud war vourzh, gronnet gant trouzioù gwir, emaoc'h splujet c'hwi en ur gwir splujerez !

Splujañ er splujerez

Chom a ra deoc'h e fin ar weladenn da vont e bourzh La Flore da vat. "Goulennet hon eus gant tud bet martoloded a vicher kontañ o buhez-labour el lestr-spluj-mañ, ha frammet o c'homzoù goude-se. Pep gweladenner en deus peadra da selaou anezho o kontañ penaos e oa ar vuhez war vourzh La Flore. Gant testenioù hag istorioù gwir, danevelloùigoù ha sekredoù a-wezhioù ! An dalc'h zo bezañ an tostañ ar gwellañ d'ar wirionez. Lakaat ar weladennerien da veajiñ dindan ar mor" eme renerez ar mirdi.

Atalieroù, predoù… ha brezhoneg

E brezhoneg e c'heller gweladenniñ ar mirdi mar plij ! An testennoù-displegañ a vez kinniget e galleg, saozneg, brezhoneg, "hag a-raok pell e vo graet en alamaneg ivez. Ur bern tud a zo desachet gant an Istor, ha tud ar broioù all ivez" eme vMylène Huguet. Atalieroù evit ar vugale a vez aozet ivez, bep eil Merc'her goude-merenn. Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h c'hoazh diwar-benn buhez ar vartoloded dindan-vor, e vo kinniget ur pred a-benn fin miz Mezheven, gant tud zo bet war ar vicher-se. Un digarez dibar evit kompren gwelloc'h c'hoazh ar bed souezhus-se.

Digor e vez mirdi La Flore etre Meurzh ha Sul, etre 10e ha 12e30 hag etre 2e g.k. ha 6e noz, e-maez ar prantadoù vakañsoù-skol.
E-pad vakañsoù-skol C'hwevrer (betek an 13 a viz Meurzh) ha reoù Pask (etre an 9 a viz Ebrel hag an 8 a viz Mae) e vo digor bemdez, etre 10e beure ha 6e noz.
Priz : 8,10 € evit an dud deuet, digoust eo evit ar vugale dindan 5 bloaz. 6,30 € eo evit ar re yaouank etre 5 ha 17 vloaz. 6,60 € evit ar studierien hag an dud dilabour.

Evit gouzout hiroc'h :

Mirdi La Flore, Bonn listri-spluj, straed Roland Morillot, 56100 An Oriant.
Pgz : 02 97 65 52 87. Lec'hienn Internet : www.la-flore.fr

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù