1925-2025, 100 vloaz Gwalarn : un hêrezh vev bepred

A-hed ar bloaz 2025 ez eus bet aozet abadennoù diseurt evit lidañ kant vloaz Gwalarn. Setu ur gelaouenn hag ul luskad lennegel ez omp bugale dezho. Paneveto ne vije ket bet digoret hon daoulagad war ar bed a-bezh. Kavet e vo en teuliad-mañ un nebeud skouerioù eus an oberoù kaset da benn da-geñver an deiz-ha-bloaz-se.

Da gentañ e tegas Bernez Rouz da soñj eus an dispac’h speredel ez eo bet ar gelaouenn, pa bellae da vat diouzh ar rannvroadelouriezh. Digeriñ a rae prenester ar brezhoneg war lennegezh ar bed. Fulup Lannuzel a zispleg deomp ar raktres antologiezh danevelloù divyezhek eus mare Gwalarn. Ar pal eo reiñ da dañva d’an holl, e brezhoneg hag e galleg, un nebeud danevelloù skouer eus ar mare. Kaset eo bet da benn gant skrivagnerien a-vremañ bodet er gevredigezh SKRIV !.

Samuel Julien, diouzh e du, en deus liammet Gwalarn gant luskadoù all eus Europa. Anton Burel a ro un alberz eus an darvoudoù diseurt aozet e Breizh da-geñver an diskouezadeg "100 vloaz Gwalarn" hag eus ersavioù an dud. Erfin e ra anv Samuel Julien eus gwerzh oberennoù arz krouet gant luskad Ar Seiz Breur, breur gevell Gwalarn war dachenn an arzoù-kaer.

Bev eo c’hoazh enta al lusk digoret e 1925 gant Gwalarn. Hetomp evelkent e ve broudet ar re yaouank, beuzet re alies e mor ar skeudennoù, da bakañ krog a-zevri er bod-tan enaouet gant hon diagentidi.

Skipailh Bremañ

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù