Sevel un antologiezh divyezhek eus danevelloù Gwalarn

Gant Spered Gwalarn 2025 ez eus bet lidet kant vloaz krouidigezh ar gelaouenn a dreuzfeurmas don al lennegezh vrezhonek ha, muioc’h c’hoazh, ar sell a veze taolet war hor yezh. E-touez ar raktresoù, an darvoudoù, an oberoù hag an embannadurioù kaset da benn d’an degouezh-se emañ an antologiezh danevelloù divyezhek embannet gant Al Liamm : Gwalarn, 100 vloaz/100 ans, Danevelloù-Nouvelles.

gant Fulup Lannuzel

Aozet eo bet gant izili SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek, ur gevredigezh hag a venn kas war-raok ar c’hrouiñ lennegel e brezhoneg. Krouet e oa bet e miz Mezheven 2024 evit bodañ skrivagnerien ha skrivagnerezed hag a gred e dazont al lennegezh vrezhonek. Ul lec’h divizout ha stummañ eo da gentañ penn. Bodañ a ra pemp den warn-ugent evit ar mare. Evito ez eo sevel raktresoù rannet an doare gwellañ da vont war-raok. Setu perak e oa bet divizet kemer perzh e Spered Gwalarn 2025 dre ginnig un dornad danevelloù divyezhek savet gant skrivagnerien al luskad Gwalarn end-eeun.  

Nav troer a zo aet war ar roll evit sevel an antologiezh-se. An darn vrasañ anezho n’int ket troerien a-vicher met tud a-youl vat. Asantet o deus e ve reizhet o labour a-stroll, ha dre veur a bennad kaoz etrezo int deuet a-benn da ginnig danevelloù a dalvez ar boan bezañ lennet. 

Un tañva eus un doare nevez da welet ar bed

Pemzek danevell eus mare Gwalarn a zo kinniget d’al lennerezed ha d’al lennerien, dezho da dañva oberennoù skrivagnerien ha skrivagnerezed a gredas ober eus ar brezhoneg ur benveg e-tailh da ziskleriañ o santadoù hag o mennozhioù. Liesseurt-kenañ int. Bez’ ez eus skrivagnerien anavezet evel Roparz Hemon, Abeozen pe Jakez Riou, met ivez tud dianavezetoc’h evel ar skrivagnerez Meavenn pe Alan an Diuzet. 

Skridoù kriz a c’heller lenn en torkad-mañ, evel « Ar c’higer » gant Abeozen,  un istor a c’hoarvez e-pad ar Brezel-bed Kentañ, pe «  Ar barr-avel » gant Jakez Riou, istor ur gwaz hag a ya d’en em grougañ da-heul un darvoud dic’hortoz. Danevelloù realour a zo evel « An toueller » gant Roparz Hemon a zeskriv tonkad c’hwerv ur mekanisian eus porzh-kenwerzh Brest pe buhez rust ur marc’hadour saout etre an daou vrezel, eus kostez Landivizio, dezrevellet gant Abeozen (« Ar reder foarioù »). Bez’ emañ ivez bed hud ar maezioù kontet gant Youenn Drezen e-barzh « Ar c’hloc’h aour » pe « Al laer dienn » gant Yeun ar Gow. 

N’eo ket bet ankounac’haet ar mousfent kennebeut : unan yen a-walc’h gant istor ur mestr-skol hag a venn sevel un abadenn c’hoariva na vo ket un taol berzh evitañ e-unan, « Mari Stuart » gant Roparz Hemon ; istor drantoc’h ur jeneral o tasorc’hiñ diouzh e arched, danevellet gant Jakez Konan e-barzh « Lannevern e kañv ». Tonkad prizonidi e-pad an Eil Brezel-bed a zo kontet dimp gant Alan an Diuzet e-barzh « Ar falslizher », ur brederiadenn a-zivout ar fealded gwaz/maouez. Sell ur vaouez war ar bed hag an dud zo taolennet gant Meavenn, skrivagnerez nemeti skipailh Gwalarn moarvat, e-barzh « Merc’hed Brest » hag « Ar c’hentañ toull ». Ur meneg diwezhañ a-zivout an danevell gant Kenan Kongar, alias Frañsez Kervella, « Drailhennoù diwezhañ ar pardon », huñvre daou baotr yaouank  hag a sav en o fenn ar c’hoant da guitaat o farrez c’henidik ma’z int stag outi.

Kavet e vez el levr-mañ pennadoù a bep seurt : faltazi, mousfent ha buhez an dud d'ar mare-se. © Gwirioù miret
Treiñ oberoù Gwalarn e galleg ?

Dres, perak ‘ta treiñ e galleg danevelloù brezhonek ? Gouzout a ra SKRIV ! ez eus reoù hag a gav droch, diezhomm, pe dañjerus zoken ober an dra-se. Mar fell d’an dud lenn, ra zeskint hor yezh karet ! N’emaomp ket mui e 1925 avat, pa voe embannet « Le premier et dernier manifeste de Gwalarn en langue française » er gelaouenn Breiz Atao ! D’ar mare-se e oa etre 1 hag 1,5 milion a dud hag a gomze brezhoneg. Poent e oa paouez da zifenn ar brezhoneg dre ar galleg neuze ha treiñ kein d’ar rannvroelezh ha d’ar broviñsegezh. Hiziv e konter a-hervez war-dro 100 000 a dud gouest da  vrezhonegañ…

Penaos ‘ta dedennañ an dud, ar re yaouank peurgetket, ma ne vez ket roet dezho an tu da dañva al lennegezh vrezhonek, e galleg end-eeun, pa’z eo bremañ - plijet pe ket - ar yezh implijet gant ar braz eus an dud e Breizh ? Ha daoust ha ne vefe ket mat, dre an doare-mañ, reiñ tro d’ar vrezhonegerien diasur d’en em dommañ ouzh al lenn ha d’an deskerien gwellaat o live brezhoneg gant sikour an div destenn, keñver-ha-keñver ?

Penaos e ra yezhoù all, evel ar finneg pe an islandeg, da skouer, evit bezañ anavezet en tu all d’o harzoù, anez bezañ troet e yezhoù implijet stank evel ar saozneg pe ar galleg ? 

E-barzh an antologiezh, an testennoù brezhoneg-galleg, lakaet tal-ouzh-tal, a ro tro ivez da geñveriañ an div yezh hag emichañs e roio d’al lennerien c’hallek ar c’hoant da dizhout ar c’hlann all, an hini vrezhonek.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù