Pennad-kaoz gant Bernez Rouz
Evit lidañ 100 vloaz Gwalarn e oa bet aozet prezegennoù un tamm e pep lec’h er vro, koulz hag un diskouezadeg kinniget e Breizh a-bezh. Embannet ez eus bet levrioù evit lakaat war-wel al luskad lennegel en deus ganet hol lennegezh a-vremañ. Deomp d’ ober ur bilañs gant ar skrivagner Bernez Rouz en deus savet an diskouezadeg ha kemeret perzh e meur a zarvoud e koun Gwalarn.
Komzoù dastumet ha renket gant Anton Burel
Krouidigezh al luskad lennegel Gwalarn a oa unan eus an darvoudoù pennañ bet e istor hol lennegezh, a-bouez e oa lidañ ar 100 vloaz ha lakaat al lid-se war-wel ?
Merzet em boa penaos e oa bet gwall dreutik an traoù da lidañ kant vloaz ”Ar seiz Breur” e 2023. Ul levr bennak, ur brezegenn bennak, ur pennad bennak er c’helaouennoù. Darvoud pennañ istor hol lennegezh vrezhonek eo Gwalarn hag a bouez e oa roiñ ton d’an darvoud. Ar c’hentañ tra a oa bodañ an holl re dedennet gant an afer evit sevel ul lusk, ”e koun Gwalarn” evel-just, ha war an dro evit lakaat ar gaoz war stad hol lennegezh hiziv.
Darvoud kentañ bloavezh Gwalarn a oa an diskouezadeg. Penaos eo bet savet ?
Kaoz a oa bet eus an dra-se etrezomp e Bodad lenn Ti ar Vro Kemper ha savet c’hoant ennomp kenlabourat evit sevel un diskouezadeg diwar-benn Gwalarn, hag a rafe tro Breizh dre rouedad tiez ar vro. D’hor meno ne oa an diskouezadeg nemet un digarez da lakaat ar gaoz war al luskad Gwalarn ha kinniget hon eus d’ur bern kevredigezhioù en em welet evit stagañ holl a-gevret da roiñ ton d’an darvoud. Deuet zo embannerien, Gouel levrioù Karaez, Skol-veur Roazhon, KEAV, Kevre Breizh ha kevredigezh ar skrivagnerien vrezhonek ”Skriv!”. Siwazh n’eus bet den ebet eus kostez ar c’hoariva, ar c’hleweled, an arzoù-kaer hag ar skolioù. Tachennoù zo zo chomet fraost.
Berzh en deus graet an diskouezadeg a oa e brezhoneg nemetken, gant ur c’hod QR evit an dud re wan o brezhoneg da bakañ an doare gallek. Diskouezet eo bet e Sked hag e skol-veur Brest, e Gouel ar Brezhoneg e Mellag, e KEAV e Kastellin, e Gouel al levrioù e Karaez, e mediaoueg Kemper, e Begerel...
Levrioù a oa bet embannet evit lidañ kant vloaz Gwalarn, petra eo ho soñj war al levrioù-se ?
Adembannet e vez ingal oberennoù pennañ skrivagnerien Gwalarn. Ar pezh a vanke eo un tañva e galleg. Ul levr danevelloù divyezhek zo bet savet gant skrivagnerien ”Skriv!”.
Estreget-se ez eus bet savet gant Al Liamm un niverenn ispisial diwar-benn Gwalarn hag ur souezhadenn : un embannadur divyezhek iwerzhoneg-brezhoneg eus danevelloù Jakez Riou kempennet gant Éamon ó Ciosáin. Gant An Alarc’h e oa bet roet deomp pennadoù diembann savet gant skrivagnerien Gwalarn, hag embannet un torkad pennadoù skrivet gant Herve Bihan e doare un deizlevr ma ro al lenner entanet a zo anezhañ e soñj hag e santimantoù diwar-benn oberennoù tud Gwalarn.
An hini pouezusañ moarvat a zo da zont ar miz-mañ : oberennoù klok Jakez Kerrien. Paotr Sant-Tegoneg n’eo bet brudet nemet e romantig ”Ar Roc’h Toull” ha padal en doa skrivet traoù all a dalvoudegezh : barzhonegoù, danevelloù, studiadennoù hag ur pezh-c’hoari zoken. Ouzhpenn-se e vo embannet hanter-kant lizher kaset gantañ da Youenn Drezen, un testeni a bouez evit kompren levezon ‘trio Hondarribia” (Kerrien-Drezen-Riou) war grouidigezh Gwalarn.
"Daoust hag-eñ ne vefe ket poent prederiañ war dazont hol lennegezh e kumuniezh vrezhonek ar c’hentañ kantved warn-ugent ?"

Prezegennoù a oa bet aozet un tamm e pep lec’h e Breizh, peseurt evezhiadennoù ho peus bet diwar-benn an darvoudoù-se hag ar c’homzoù gant an dud ?
Pal an diskouezadeg a oa lakaat ar gaoz war Gwalarn hag e levezon war al lennegezh vrezhonek eus fin ar c’hantved diwezhañ hag eus hini ar c’hentañ kantved warn-ugent. Meur a daol-grenn zo bet savet gant tud disheñvel rak a bouez e oa selaou soñjoù disheñvel diwar-benn al luskad Gwalarn.
Ar braz eus ar brezegennerien en deus pouezet war an nevezenti degaset gant Gwalarn, war e levezon war al lennegezh a-vremañ en he fezh, war e spered broadelour. Padal on bet souezhet n’eo bet savet goulenn ebet diwar-benn mare ar brezel. Dre ma oa chomet Roparz Hemon war al linenn ”na Ruz, na Gwenn, lennegezh hepken” e oa e Gwalarn kenlabourerien tost ouzh an tuioù politikel pellañ. Embannet o doa o soñjoù er-maez eus Gwalarn ha n’o doa bet pouez ebet er gelaouenn. Setu perak e voe didamallet Roparz Hemon gant al lez-varn goude ar brezel.
Da echuiñ on bet dipitet o welet ne oa ket bet lakaet ar gaoz en un doare donoc’h war stad al lennegezh hiziv e Breizh. Ne weler ket o tont war wel ur strobad tud yaouank par da Walarn, pe par da Al Liamm goude ar brezel, o klask hejañ hor bed lennegel. Pag eo cheñchet a-grenn stad ar yezh er gevredigezh, pag eo strobinellet bugale Diwan gant ar c’hleweled hag internet, daoust hag-eñ ne vefe ket poent prederiañ war dazont hol lennegezh e kumuniezh vrezhonek ar c’hentañ kantved warn-ugent ?



