Tennañ kentel evit ijinañ ul lennegezh nevez

Brasañ darvoud hol lennegezh eo Gwalarn. Ur skipailhig a dud e oant, yaouank-flamm anezho, gwelet ganto Europiz oc’h en em zistrujañ dre an armoù, gwelet ganto un den yaouank diwar bemp bezañ lazhet pe mac’hagnet er brezel.

gant Bernez Rouz

Gwelet o doa penaos ne oa ket bet dalc’het kont eus sakrifis ar Vretoned a oa o c’hortoz un tamm anaoudegezh a-berzh ar Stad : kaout doujañs ouzh o yezh, o sevenadur, o identelezh. Er c’hontrol e teuas Anatole de Monzie, ministr an deskadurezh anezhañ e 1925, d’ober goap ouzh ar Vretoned : “Pour l’unité linguistique de la France, la langue bretonne doit disparaître”.

Skridoù diwar-benn kudennoù o amzer

Er c’hontrol da vroadelourien Breiz Atao ne oa ket Roparz Hemon evit huchal hir en e c’hoûg. Evitañ, krouiñ ul lennegezh vroadel a zlee bezañ ar respont. En e spered e oa skridoù hag a venne plediñ gant kudennoù e amzer ha n’eo ket fougasiñ gant kaerder maezioù Breizh-Izel : “Ma ne vez ket mui anv eus al lanneier alaouret nag eus tourioù dantelezet hon ilizoù, petra vern !” Troiñ kein a reas ouzh doare ar skrivagner ha sonaozour Théodore Botrel da daolenniñ Breizh, troiñ kein ivez ouzh ar bed katolik a venne derc’hel ar relijion mod kozh ha stourm ouzh ar mennozhioù nevez deuet eus ar c’hêrioù.

Aet e oa lennegezh Breizh d’ul lizheradur gwall zister pa grouas Roparz Hemon Gwalarn en nevezamzer 1925. Studier e Pariz e oa d’ar mare-se hag en doa kavet harp digant ar strollad politikel Breiz Atao evit embann ur stagadenn lennegel. Levezonet e voe da zigentañ gant mennozhioù Olier Mordrel, rener ar gelaouenn, a faote dezhañ tizhout da gentañ penn ar vegenn eus ar Vretoned. Roparz Hemon ne vourre ket ouzh Mordrel ha troc’het e voe buan al liammoù gant Breiz Atao goude c’hwec’h niverenn.

Roparz Hemon © Domani foran
Mont war-zu ar gelennadurezh pobl

Komprenet en doa Roparz Hemon ivez e oa aet an tenn er c’hleuz pa oa anv a dizhout hag a gendrec’hiñ ar Vretoned desket. “Na diaes eo gwerzennoù Jarl ! Hep roll ar geriou dianavezet biken ne vijen deut a-benn d’e veizañ”, a skrive Jakez Kerrien e dibenn 1925.

Setu re Walarn o vont war zu ar gelennadurezh pobl : geriadurioù, yezhadurioù, brezhoneg eeun, ar c’hentelioù dre lizher gant Skol Ober evit an dud deuet, Kannadig Gwalarn evit ar vugale ... Ramzel eo al labour kaset da benn ganto ha dreist-holl o doa digoret an hent d’ar remziadoù da zont. Romantoù, danevelloù, barzhonegoù dieub, skridoù skiantel, levrioù skeudennaouet evit ar vugale. War bep tachenn o doa degaset nevezenti.

Pouez ar skrivagnerien sanket don o gwriziennoù e maezioù Breizh-Izel, e-giz Drezen, Riou, Kerrien, Abeozen, en deus roet da Walarn un ton dibar. En o c’hichen, tud eus kêr e-giz Roparz Hemon, Meavenn pe tud o vevañ er c’hêrioù bras, o deus toullet hentoù nevez war un dachenn difraost. Met sachet e veze o evezh da gentañ gant an doare ma yae war-raok al lennegezhioù all en Europa, lennegezhioù ar pobloù bihan o stourm evit kaout ur gador er bed nevez, e-lec’h ma c’hellfe pep sevenadur bihan sevel e benn ha skoulmañ darempredoù gant ar re all.

Levezon al lennegezh europat

Katalonia, Flandrez, Euzkadi, Finland, Hungaria, Estonia, Yougoslavia : sellet a reas tud Gwalarn ouzh birvilh al lennegezh europat, ha war an dro e stagjont da droiñ al lennegezhioù bras, saozneg, alamaneg, spagnoleg, e brezhoneg. Tomm-gor ouzh o c’halon e oa ar pobloù keltiek : lennegezh kozh Iwerzhon gant Roparz Hemon, lennegezh kozh Kembre gant Abeozen hag al lennegezh a-vremañ gant Youenn Drezen, Meaven, Loeiz Andouard.

Stourm a reas tud Gwalarn evit sevel ur yezh unvan ivez. Ur ranngalon e oa dezho e vije distag ar gwenedeg diouzh ar skritur “KLT” (Kerne Leon Treger). Pa voe anv a zamzigoriñ dorioù ar skolioù publik d’ar brezhoneg e komprenjont e oa poent klask un emglev. Tro wenn a rejont an taol kentañ e 1936. Roparz Hemon ne c’houzañve ket e vije Gwenediz o ren an traoù. Met al labour teknikel a oa bet sevenet. Aesoc’h e voe en em glevet e 1941 ha lakaat an traoù er pleustr goude.

Goude ar brezel e teuas Al Liamm da zastum hêrezh Gwalarn gant ur remziad nevez a dud yaouank. Met kreñv e chomas levezon Gwalarn war spered ar skrivagnerien nevez. Tud all a glaskas bezañ poblekoc’h, e-giz re ar gelaouenn Brud met n’o doa ket tizhet muioc’h a dud a-benn ar fin. Gant skipailh Preder ez eus bet adkavet spered ar brezhoneg uhel evit ar vegenn. 

Er bloavezhioù 1970 ez eus diwanet daou luskad nevez, hini Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB), da lâret eo skridoù politikel liv an tu kleiz ganto, hag a yae tre gant stourmoù pobl Vreizh d’ar mare-se. Diouzh un tu all, ar gelaouenn Yod Kerc’h en deus lakaet da darzhañ girzhier dereat al lennegezh vrezhonek. Evit ar wech kentañ e skrived traoù divergont, a-c’hin d’ar pezh a veze lennet betek-henn.

Roiñ ul lusk nevez 

Kant vloaz war-lerc’h e vez levezonet atav hor skrivagnerien gant doareoù Gwalarn da sevel lennegezh. Met da ziwall a zo. E-doug an dek vloaz tremenet ez eo tavet teir c’helaouenn lennegel. Brud Nevez, Aber, Nidiad a zo aet da get. Ne chom mui nemet Al Liamm. Daoust ma vez embannet gant Ya!, Al Lanv pe Bremañ tammoù skridoù lennegel ez eus ezhomm da roiñ ul lusk nevez d’hol lennegezh. 

Bugale Diwan o deus gouiet krouiñ ur bed nevez birvidik war dachenn ar c’hleweled met dilezet o deus tachenn bouezus al lennegezh. Arabat lezel hor yezh etre daouarn an naouegezh artifisiel (IA) na oar nemet rahouenniñ ar bed kozh. Ijinomp ul lennegezh diharz evit ar vrezhonegerien da zont.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù