Arall, 110p, 13€
Gant Iwan Couée, emb. Al Liamm, 2024
gant Tangi Legavre
E liorzh al lennegezh ez eus bleuñv a bep seurt liv, a bep seurt stumm. Splann eo kened lod anezho. Lod all a zo skoachet e strouezh ar gerioù. N’eo ket dastumad barzhonegoù Iwan Couée (Arall – Al Liamm) un hent tizh kinklet gant panelloù heñchañ. Ret eo d’al lenner bezañ prest d’en em lezel da vont a-hed ar skeudennoù, dre hesoniezh an trouzioù, war-zu bedoù divoutin. Ul levr evel-se zo graet evit bezañ dilezet war vord un daol un nebeud amzer ha bezañ adtapet pa vez dieub spered al lenner. E-touez an temoù niverus (ar mor, an douar, ar marv, an oad, ar c’herzhed) o deus maget e awen ez eo an danvez denel an hini pouezusañ. Boemus eo an testeni a vignoniezh a gaver er rakskrid. Anez lagad an den e vije chomet dianav kened ar bed.
Deus petra zo kaoz pa gomzer eus barzhoniezh ?
Ur bedenn en enor d’ur vro diskaret, d’ur yezh disoñjet. Krediñ a ra ar barzh e adsavint dre vurzhud e c’herioù evel merc’h yaouank Jaïre (Aviel Sant Mazhev), falc’het gant ar c’hleñved, pa c’hourc’hemenn Jezus dezhi sevel.
Ur bedenn e koun ar skrivagnerien hag ar ganerien aet d’an Anaon, hag o deus savet uhel pinvidigezh glad Breizh. Ganto eo aet kuit ur fulenn a vanne sklêrijenn ouzh ur bed dismantret.
Ur bedadenn kaset d’an arzourien eus ar bed a-bezh, brudet pe get, da lakaat o oberennoù da vleuñviñ e jardrin ar brezhoneg.
« Ret eo lidañ oferenn an Hollved bemdez ! » eme Xavier Grall. Lidañ a ra Iwan Couée gouel ar gerioù. Diwar atiz ar skrivagner e tiskoachont o zrouz kuzh dre forzh stekiñ an eil re ouzh ar re all. Gouzout a ra ar barzh emañ ar gerioù en o flas pa lezont an didrouz dispakañ e ec’honder diharz. Diaes eo kavout un dibenn, eme ar skrivagner. Marteze, n’eus dibenn ebet. Kreskiñ a ra ar barzhonegoù e spered an dud. O luskoù a ambrougo buhez al lenner evel ur mignon feal a oar chom mut pa vez ret, a oar bezañ helavar pa darzh ar spi.



