Krouiñ ur pezh-c’hoari e brezhoneg gant amatourien hag amatourezed eo pal ar raktres Kantren kaset da benn gant ar gengevredigezh C’hoariva. D’ar 15 ha d’ar 16 a viz Meurzh 2025 e vo ar staj kentañ e sal ar C’hwartz e Brest, e Penn-ar-bed, ha digor eo d’an holl.
gant Manon Deniau
Evit ar wech kentañ eo en em vodet 6 strollad c’hoariva a-vicher evit kinnig ur raktres a-stroll : Kantren eo e anv. Krouiñ ha c’hoari ur pezh-c’hoariva gant amatourien hag amatourezed hag a oar brezhoneg eo pal ar strolladoù a-vicher La Obra, Teatr Piba, Ar Vro Bagan, Goémon-Goéland, Safar hag Ar Vroderez Noz eus ar gengevredigezh C’hoariva. Dibabet eo bet an anv Kantren abalamour e vo ur pezh-c’hoariva war vale er-maez.
Daou brantad prientiñ
Daou brantad a vo kinniget. E penn-kentañ e vo graet anaoudegezh gant ar c’hoariva dre c’hoari gant ar vouezh, ar c’horf, ar maskl, ar c’han, an dañs e-pad tri dibenn-sizhun etre Miz Meurzh ha Miz Gouere 2025. Da c’houde e vo kroget gant ar c’hrouiñ e-pad 5 dibenn-sizhun ha pleustret e vo e-pad ur sizhun a-bezh etre miz Here 2025 ha miz Mae 2026. E nevezamzer 2026 e vo kinniget ar pezh-c’hoari meur a wech war hentoù Breizh.
Petra zo kaoz kemer perzh ? Stummet e veoc’h gant tud a-vicher hag e brezhoneg ouzhpenn ! Aesoc’h eo lakaat ar yezh e pleustr pa vez c’hoariet dre soubidigezh. Digor eo ar raktres-mañ d’an holl vrezhonegerien, deraouidi ha tud ampart.
D’ar 15 ha d’ar 16 a viz Meurzh e vo staj kentañ Kantren e sal Ar C’hwartz e Brest, e Penn-ar-bed, kaset da benn gant Teatr Piba.
Priz ar stajoù :
Hentad dizoleiñ (3 staj ): 60-80€
Hentad krouiñ (5 staj) : 120-160€
Muioc’h a ditouroù hag enskrivadurioù : strolladkantren@gmail.com



